Amerigo Vespucci

Eus Wikipedia
Amerigo Vespucci
Delwenn e Firenze

Amerigo Vespucci, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1454 e Montefioralle, e-kichen Firenze, ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1512 e Sevilla (Kurunenn Kastilha), a oa ur marc'hadour italian hag ur moraer eus Firenze, lakaet da vezañ "genidik eus rouantelezhioù Kastilha ha León" (da lavaret eo "broadelaet") e 1505. Div wech, da vihanañ, e treizhas ar Meurvor Atlantel, da vetek ar Bed Nevez. Eñ eo ar c'hentañ den a soñjas e oa ur c'hevandir e oa eus Suamerika pa grede an holl, ha betek Kristof Kolomb, e oant erruet en Azia. Diwar e anv eo e voe krouet anv Amerika.

Traoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Amerigo Vespucci (A 5312), ul lestr-skol eus morlu Italia
  • Pont Amerigo Vespucci, ur pont e Firenze, en Italia