Fernão de Magalhães
Fernão de Magalhães (hervez e anv portugalek), pe Ferdinand Magellan, zo ur moraer portugalat ganet e 1480 ha marvet d'ar 27 a viz Ebrel 1521 a oa e servij ar roue Carlos Iañ Spagn. An den kentañ o vont war vor eus Europa da Azia en ur ober an dro da Afrika, an Europad kentañ o verdeiñ war ar Meurvor Habask.
Daoust ma kred da lod eo bet an hini kentañ en deus bet graet tro ar bed, e varvas er Filipinez ha triwec'h moraer eus e skipailh war ul lestr leviet gant Sebastiano El Caño o deus tizhet Spagn e 1522 hag ar re gentañ oc'h ober tro ar Voull-Douar.
Taolenn |
E anv [kemmañ]
Magellan a vez graet anezhañ e meur a yezh diwar latinekadur e anv, Magellanus.
Ganedigezh ha bloavezhioù kentañ [kemmañ]
Ganet eo bet Magellan e hanternoz Portugal, pe e Sabrosa (tost ouzh Vila Real, e proviñs Trás-dos-Montes) pe e Porto. Mab e oa da maer Sabrosa, Pedro Rui de Magalhaes, ha da Alda de Mesquita.
Da 12 vloaz, pa oa deuet da vezañ emzivad, ez eas da floc'h gant ar roue Yann II Portugal da Lisboa, e-lec'h ma oa e vreur abaoe daou vloaz dija. Eno e kendalc'has
Daveoù [kemmañ]
- Laurence Bergreen, Over the Edge of the World: Magellan's Terrifying Circumnavigation of the Globe, HarperCollins Publishers, 2003, hardcover 480 pages, ISBN 0-06-621173-5
Sell ivez ouzh [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Lists of crew members: