Proviñsoù Unanet Kreizamerika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kreizamerika e 1860

Proviñsoù Unanet Kreizamerika a oa ur stad dizalc’h etre miz Gouere 1823 ha dibenn ar bloavezh 1841. Ober a reer ivez Stadoù Unanet Kreizamerika ha Kevread Kreizamerika eus ar stad-se. Savet e voe diwar an douaroù a oa e Rouantelezh Guatemala betek 1820, douaroù e dalc’h kurunenn Spagn. Hiziv an deiz int rannet etre meur a stad : Guatemala, Honduras, El Salvador, Nicaragua ha Costa Rica.


Istor[kemmañ]

Proviñsoù Kreizamerika a yae d’ober Rouantelezh Guatemala, a oa un darn eus besrouantelezh Spagn Nevez e dalc’h Bro-Spagn. Embannet e voe dizalc’hiezh Mec'hiko e 1821, e stumm un impalaeriezh. Ar proviñsoù pelloc’h er c’hreisteiz a embannas e oant dizalc’h diouzh Spagn ivez d’ar 15 a viz Gwengolo 1821 hag unanet e voent ouzh Mec'hiko. Hogen pa voe savet ur republik e-lec’h an Impalaeriezh, e 1823, en em zistagas proviñsoù Kreizamerika diouti da sevel etrezo ur c’hevread distag.

Banniel ar C’hevread

Ar frankizourien o doa spi e rafe berzh ar c’hevread stadoù, hag e teufe da vezañ ur stad vodern demokratel, o vevañ dreist-holl diwar ar c’henwerzh e kroashent ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask. Hogen rankout a reas ar Proviñsoù Unanet talañ ouzh diaesterioù bras : diaes e oa an darempredoù etre ar proviñsoù hag enebet e oa ar virourien, an Iliz Katolik ha perc’henned vras al latifundia ouzh ar renad nevez, re zemokratel ha re frankizour evito.

Goude ur brezel diabarzh e voe divodet ar c’hevread etre 1838 ha 1840. Abaoe ez eus bet meur a daol-esae a-benn adunaniñ ar broioù bihan-se, en aner betek-henn.


Liammoù diavaez[kemmañ]