Landgraviezh Hessen-Kassel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Landgraviezh Hessen-Kassel e 1789

Landgraviezh Hessen-Kassel (Landgrafschaft Hessen-Kassel en alamaneg) (1567–1806) a oa ul landgraviezh en Impalaeriezh Santel Roman ha Kassel e oa ar gêr-benn.

Istor[kemmañ]

Savet e voe e 1567 goude rannidigezh landgraviezh Hessen etre pevar mab Phillip von Hessen, diwezhañ landgrav Hessen.

En 1801, Wilhelm IX von Hessen a gollas Sankt Goar ha Rheinfels gant feuremglev Lunéville.

XVIIvet ha XVIIIvet kantved[kemmañ]

Adal deroù ar Brotestantiezh e oa aet Tiegezh Hessen a-du gant ar relijion nevez, war-bouez un hinienn bennak.

Al Landgraved Philip Iañ von Hessen, Wilhelm V von Hessen-Kassel, ha Maurice von Hessen-Kassel a zimezas da ziskennadezed d'ar Roue Jorj Bohemia.

Adalek Wilhelm VI von Hesse-Kassel e teuas mammoù renerien al landgraviezh eus tiegezh Willem an Tavedeg , rener Republik an Izelvroioù kalvinat. Holl e voent adunanaet e Landgraviezh Hessen-Kassel pa chomas divugel ar skourroù-se.

Eus a landgraviezh da briñselezh[kemmañ]

En 1803 e voe roet dezhañ an titl a Briñs-Dilenner, hag anvet Wilhelm Iañ von Hessen.

Skoazell arvarus e oa da Napoleon Iañ. E 1806 e voe aloubet e stad gant an arme c'hall ha rannet entre Westphalia ha Dugelezh-veur Frankfurt. Daskoret e voe e zomani dezhañ en 1813 ha 1814, mirout a reas an titl a zilenner, goude ma n'en doa ket da zilenn ken, pa oa bet diskaret an Impalaeriezh Santel Roman.

Pa varvas e 1821 e renas e vab Wilhelm II von Hessen. Dindan an dug nevez hag e velestradur kalet e savas bec'h alies, ma voe ret dezhañ, en 1831, reiñ frankizioù brasoc'h. Dindan Friedrich Wilhelm Iañ von Hessen a renas adal 1847 e voe bec'h adarre. Sioulaat a reas an traoù gant lakaat kempennoù melestradurel e 1849, hag a voe tennet goude, e 1852.

Priñselezh Hessen a voe staget ouzh Rouantelezh Prusia en 1866, bodet gant Dugelezh Nassau ha Kêr Dieub Frankfurt d'ober Proviñs Hessen-Nassau, Diwezhatoc'h e voe ebarzhet e Republik Weimar.

Pennadoù kar[kemmañ]