14 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1488 : rankout a ra kêr Sant-Maloù kodianañ gant arme Bro-C'hall he deus aloubet Breizh.
- 1944 : dieubet eo Landreger, Sant-Maloù gant ar Gevredidi.
- 1947 : krouidigezh stad Pakistan.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1906 : Maria Prad, saverez Strollad Beilhadegoù Treger († 24 a viz Mae 2006 en Lannuon).
- 1910 : Willy Ronis, luc'hskeudennour gall († 12 a viz Gwengolo 2009 e Pariz) .
- 1926 : René Goscinny, ijiner bandennoù treset Lucky Luke hag Asteriks († 5 a viz Du 1977 e Pariz).
- 1945 : Wim Wenders, filmaozer alaman.
[kemmañ] Marvioù
- 1464 : Pi II (Enea Silvio Piccolomini diouzh e anv gwir), 210vet Pab (° 18 a viz Here 1405 e Corsignano (Italia)).
- 1860 : André Marie Constant Duméril, loenoniour gall (° 1añ a viz Genver 1774 en Amiens).
- 1942 : Aleksei Troitzky, mestrc'hoarier echedoù soviedat, saver studiadennoù echedoù (° 14 a viz Meurzh 1866 e Sant-Petersbourg (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1988 : Enzo Ferrari, saver kirri italian, (° 18 a viz C'hwevrer 1898 e Modena (Italia)).
- 1994 : Elias Canetti, skrivagner alamanek genidik eus Bulgaria, Priz Nobel al Lennegezh (° 25 a viz Gouere 1905 e Ruse (Priñselezh Bulgaria d'ar mare-se)).
- 2004 : Czesław Miłosz, skrivagner polonek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (° 30 a viz Mezheven 1911 e Szetejnie (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
[kemmañ] Lidoù
- Katoliked:
- Sant an deiz : Sant Riowen.