Norzhiwerzhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hanternoz Iwerzhon)
Mont da : merdeiñ, klask
Norzhiwerzhon e framm ar Rouantelezh-Unanet

Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 685 267 a dud a oa o chom enni er bloaz 2001 dindan (14 139 km²).

[kemmañ] Bodadeg Norzhiwerzhon

D'ar 7 a viz Meurzh 2007 ez eus bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:

Hervez doare mont en-dro ar galloud e tlefe Kentañ ministr Norzhiwerzhon bezañ eus strollad an DUP, ha Ian Paisley e vefe hennezh, hag ar beskentañ ministr eus ar Sinn Féin (ha Martin Mac Guiness a zo bet anvet gant e strollad evit ar garg-se). Ma ne vez emglev ebet ne vo renet en-dro ar vro gant gouarnamant Londrez, eilet gant gouarnamant Dulenn.

[kemmañ] Kontelezhioù Norzhiwerzhon

[kemmañ] Gwelet ivez

Liammoù diabarzh


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all