Yann IV (dug Breizh)
Yann IV , ganet e 1339 ha marvet d’an 9 a viz Du 1399 e Naoned a oa dug Breizh er XIVvet kantved. Mab e oa da Yann Moñforzh (1294-1345) ha da Janed Flandrez (1295-1374) (Janed ar Flamm a veze graet anezhi ivez goude he zaol-kaer d'an 10 a viz Mezheven 1342, e Henbont). Anvet e voe da zug e 1364 ha ren a reas betek e varv e 1399. Ouzhpenn-se e e oa kont Richmond, e Bro-Saoz, ha kont Montfort-l'Amaury (1345-1399) e Bro-C'hall. "Yann V" a vez graet anezhañ gant istorourien zo, dre ma veze graet "Yann IV" eus e dad.
Buhez [kemmañ]
Mervel a reas e dad e-pad Brezel hêrezh Breizh pa oa o stourm a-enep Charlez Bleaz. C’hwec’h vloaz e oa Yann vihan d’ar mare-se. Kenderc’hel a reas e vamm da vrezelekaat ha trec’h e voe-hi meur a wech. E 1357 e krogas Yann da vrezelekaat.
Harluet e voe e Bro-Saoz e-pad bloavezhioù da vare brezel an Hêrezh. Distreiñ a reas da Vreizh ha, gant skoazell ar Saozon, e voe trec’h war e enebourien.
E 1364 e oa o lakaat seziz war an Alre pa voe lavaret dezhañ e oa Charlez Bleaz war-nes tagañ anezhañ. Yann Moñforzh, skoazellet gant soudarded kaset dezhañ gant ar Priñs Du, a voe trec’h war Charlez Bleaz en Alre. Kendivizout a reas gant an dugez Janed Pentevr, intañvez diwar Charlez Bleaz, a-benn skoulmañ Kentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365, ma voe skrivet ne oa nemetañ da zug Breizh. Dimeziñ a reas gant ur c’hoar d’ar Priñs Du, ha war-lerc’h gant ur verc’h-kaer dezhañ ha ret e voe dezañ fiziout pe kadarnaat kreñvlec'hioù hag al lec’hioù tro-war-dro (evel Brest) e meur a gabiten hag e meur a aotrou saoz. Magañ a rae an noblañs disfiz outañ dre ma oa bagadoù soudarded hag aotrounez saoz e-touez e gompagnuned hag izili e c’houarnamant ha ne voe ket difennet gant an noblañsed-se pa voe taget gant roue Frañs Charlez V. Rankout a reas neuze mont en-dro da Vro-Saoz d’an harlu, o lestrañ kuit eus Brest d'an 28 a viz Ebrel 1373. Ha Charlez V da lakaat e grabanoù war an dugelezh e 1378 ha da stagañ anezhi ouzh rouantelezh Bro-C’hall, a-enep gwirioù Yann IV koulz hag a-enep gwirioù an dugez Janed Pentevr hag he mibien. Galvet e voe Yann IV neuze gant noblañsed Breizh. Distreiñ a reas da Vreizh gant ar vag dre Zinarzh, d'an 3 a viz Eost 1379, ha ren a reas en-dro war e vro.
Skoulmañ a reas ar peoc’h gant Charlez VI, met ret e voe da Yann IV talañ ouzh Olier V Klison a oa en em savet a-enep dezhañ. Diaes e voe dezhañ ivez adprenañ Kastell Brest e 1397 digant ar Saozon a aloube anezhañ e gaou.
Dimezioù ha bugale [kemmañ]
Teir gwech e timezas:
- da gentañ e 1355 da Vari Bro-Saoz (1344-1362), ur verc’h da roue Bro-Saoz Edouarzh III ha da Philippa de Hainaut;
- goude e 1366 da Janed Holland (1350-1384), a oa merc’h da Domaz Holland ha da Janed Kent.
- da drede e timezas, d’an 2 a viz Gwengolo 1386, da Janed Navarra (1370-1437), merc'h da Charlez II Navarra ha da Janed Bro-C'hall. Bugale a-leizh o doe :
-
- Janed (1387-1388)
- Ur verc’h (1388-1388)
- Yann V (1389-1442), dug Breizh
- Mari Breizh (1391-1446) , a voe dimezet e 1396 gant Yann Iañ (1385 † 1415), kont Alençon
- Marc'harid Montfort, pe Marc'harid Breizh (1392-1428), a voe dimezet gant Alan IX Rohan
- Arzhur III (1393-1458), kont Richemont, dug Breizh
- Jili (1394-1412), aotrou de Chantocé
- Richarzh Breizh (1395-1438), kont Vertus, Étampes ha Mantes
- Blanche (1397- goude 1419), dimezet gant Jean IV d'Armagnac
| En e raok: Charlez Bleaz |
Rouaned ha Duged Breizh 1364 – 1399 |
War e lerc'h: Yann V |