Olier V Klison

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Olier V Klison
(skeudenn vaen war e vez e Josilin)

Olier V Klison, ganet d'an 23 a viz Ebrel 1336 e kastell Klison ha marvet d'an 23 a viz Ebrel 1407 e kastell Josilin, a oa ur baron breizhat hag ur brezelour gall eus dibenn ar Grennamzer, kont Pourc'hoad, baron Pont-ar-C'hastell, ha konestabl Bro-C'hall. Brudet e oa da vezañ brezelour kadarn ha kriz en emgannoù ; ar C'higer e oa e lesanv.

Da gentañ e oa enebour bras Bro-C'hall, dre ma oa bet dibennet e dad e 1343 diwar urzh ar roue gall Fulup VI. Goude e troas a-enep an dug Yann IV, mignon d'ar Saozon, ha mont a reas da vrezeliñ evit ar rouaned c'hall Charlez V hag e vab Charlez VI.
Neuze ec'h adskoulmas gant Yann IV, ma voe lakaet da dutor e vab, Yann V.

Dre ma oa brezelour ampart e voe anvet da gonestabl Bro-C'hall en 1380. Perzh a gemeras e Brezel Hêrezh Breizh, hag en Emgann an Alre, ma kollas ul lagad.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa e kastell Klison. Mab e oa da Olier IV Klison (1300-1343), ha da Janed Belleville.

Pa grogas Brezel Hêrezh Breizh e oa aet e dad a-du gant Charlez Bleaz ha Roue Bro-C'hall. Gouarnour kêr Gwened e oa pa voe kemeret kêr gant ar Saozon e 1342 da vare pevare seziz Gwened en 1342.
Prizoniet e voe Olier IV gant ar Saozon, a roe harp da gostezenn Monfort, ha kaset da Vro-Saoz. Dieubet e voe a-benn ur pennad, goude paeañ un arc'hant a voe kavet gwall vihan gant ar roue gall Fulup Valois. Krediñ a rae eta ar roue hag e guzulierien e oa Klison hag Edouarzh III, roue Bro-Saoz, oc'h iriennañ.

Lakaet d'ar marv[kemmañ]

Pedet e voe Olier da zont da Bariz d'un tournamant, a-gevret gant ur pemzek aotrou breizhat, gant ar roue Fulup VI. Tamallet e voe dezhañ gant ar roue bezañ iriennet gant ar roue saoz Edouarzh III en divije kinniget dezhañ bezañ besroue Breizh.

Prizoniet e voe Olier hag ar re all tost kenkent, ha dibennet dirak koc'hu Pariz d'an 2 a viz Eost 1343.
Kement-se a voe gwelet evel un torfed gant ar c'hronikour Froissart hag e gempredidi. Droug a savas ouzh ar roue gall e-touez noblañsed Breizh. Gwir eo ne glote ket ar seurt tro-gamm gant lezennoù ar varc'hegiezh hervez lennegezh ar mare. Ouzhpenn ne oa ket prouet treitouriezh Klison, prosez ebet ne oa bet, youl ar roue e oa bet ha netra ken[1]. hag en amzer-se ne veze ket intentet an dreitouriezh gant an dud uhel evel bremañ: fellout a rae dezho dibab, pa garent, da biv e roent o ger.

Gwashoc'h a voe. Ispilhet e voe e gorf ouzh ar post-kroug e krouglec'h Montfaucon e-kichenik Pariz, troc'het e benn outañ ha kaset da Naoned da vezañ diskouezet e penn ur goaf ouzh an nor Sauvetout. Lakaet e voe e gorf ivez ouzh dorojoù Pariz, evel ma veze graet d'an dorfedourien vras.

Intañvez Olier IV, Janed Belleville, a reas d'he mibien Olier ha Gwilherm touiñ kas an dorzh d'ar gêr d'ar roue gall. Gouestlañ a reas he madoù da sevel un arme da reiñ bec'h da harperien Bro-C'hall e Breizh. Dre ma kave aesoc'h brezeliñ war vor e paramantas daou lestr ha gant he daou vab e stagas da breizhata al listri gall. Un deiz avat e voe kemeret listri Janed gant listri gall, hogen tec'hel a c'hallas Janed gant he mibien war ur skaf. Pemp deiz ez ejont, kaset-degaset gant ar mor, ha mervel a reas Gwilherm gant ar sec'hed, arriv, ar skuizhnezh. Bod a gavas Olier hag e vamm e Montroulez, gant harperien Monfort.

Neuze e voe kaset Olier da Vro-Saoz, hag eñ daouzek vloaz. Savet e voe e lez Edouarzh III, a-gevret gant Yann Montfort, danvez dug Breizh. C'hoari a rae ar roue saoz war pennhêr Montfort ha war Olier, a oa par da Yann el lez. Janed Belleville a addimezas da Gautier de Bentley, ur Saoz a ouenn uhel, haga oa e penn an armeoù saoz e Breizh, hag a oa bet trec'h en emgann Mauron en 1352.

D'e drugarekaat e voe roet da Bentley douaroù e Beauvoir-sur-Mer, Nermouster, Bouin, ha re all. Amaury, eontr da Olier, a oa kuzulier gant Edouarzh III.

Dimezioù[kemmañ]

Marc'harid Roc'han (war-dro 1335-14/12/1406) hag he fried, Olier V Klison.
Diskennadur simplaet Olier V Klison

Levlennadurezh[kemmañ]

  • Michèle Buteau, La naissance de la fortune d'Olivier de Clisson, Pariz, Skol-veur Vincennes,‎ 1970.
  • André Davy, Frères d'armes - Bertrand Du Guesclin et Olivier de Clisson, Pariz, Société des écrivains,‎ 2003 (ISBN 978-2-7480-1490-7).
  • Yvonig Gicquel, Olivier de Clisson, connétable de France ou chef de parti breton ?, Paris, Jean Picollec,‎ 1981, 329 p. (ISBN 978-2-86477-025-1).
  • (en) John-Bell Henneman, Olivier de Clisson and political society in France under Charles V and Charles VI, Philadelphie, University of Pennsylvania press,‎ 1996, 341 p. (ISBN 0-8122-3353-0).
  • John-Bell Henneman (trad. Patrick Galliou, préf. Michael Jones), Olivier de Clisson et la société politique sous Charles V et Charles VI, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, Dstaumadenn. « Histoire »,‎ 2011, 352 p. (ISBN 978-2-7535-1430-0).
  • Philippe Richard, Olivier de Clisson, connétable de France, grand seigneur breton, Haute-Goulaine, Embannadur Opéra,‎ 2007, 96 p. (ISBN 978-2-35370-030-1).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Hervez Georges Bordonove e oa prouennoù gant Fulup VI hag a ziskoueze e oa aet Klison a-du gant ar Saozon.