Janed Belleville

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ardamezioù Tiegezh Moñforzh

Janed Belleville (Jeanne de Belleville e galleg), lesanvet Tigrez Vreizh, a zo bet ganet war-dro ar bloavezh 1300 e Breizh. Morbreizherez e oa deuet da vezañ dre ma felle dezhi kaout he dial. Dimezet eo bet da Geoffroy Kastell-Briant (1293-1326) da gentañ, ha da Olier IV Klison goude. Mamm e oa da Olier V Klison.

He buhez[kemmañ]

E 1343 e voe kondaonet Olier IV Klison da vezañ dibennet war urzh ar roue gall Fulup VI (Bro-C'hall), abalamour m’en dije trubardet anezhañ. Pa’z eas da Bariz da gemer perzh en un tournamant e voe barnet evit bezañ savet a-du gant Yann Moñforzh hag a-enep da Charlez Bleaz, hag a oa breur-kaer da Fulup VI (gwelout Brezel hêrezh dugelezh Breizh). Penn Olier a voe kaset da Naoned ha staget ouzh ur peul war granelloù kastell ar Bouffay. Ne c’helle ket Janed gouzañv kement-se, hag e soñje dezhi e oa bet muntret he gwaz gant Charlez Bleaz. Neuze e prometas-hi en em veñjfe. Al lod brasañ eus noblañsed Breizh a savas a-du ganti, ha brezel a voe etrezo ha roue Bro-C’hall ha Charlez Bleaz. Janed Belleville a brenas ur vag hag a grogas da breizhata ar bagoù kenwerzh gall. Trec’h e voe e-pad ur pennad, met er fin e reas peñse gant he lestr. A-benn derc’hel d’he stourm e timezas un eil hag un trede gwech zoken. Mont a reas da repuiñ da Vro-Saoz gant he daou vugel, hag eno e timezas gant Walter Bentley, letanant da Edward III e Breizh, ha kabiten an armeoù saoz a vrezelas gant Yann Moñforzh (1294-1345) a-enep da Charlez Bleaz. Aet skuizh gant he buhez morlaerez, ez eas da dremen fin he buhez en Henbont, gant kont ha kontez Moñforzh. Miret e voe outi distreiñ d’he c’hastell, a oa e Blaen (roet e oa bet da Louis de Poitiers), ha distreiñ ivez d’he zi, a oa e fabourz Naoned. Mervel a reas e 1359, sur a-walc’h e Bro-Saoz. Unan eus he femp mab a zeuas da vezañ Olier V Klison.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Les Pirates, forbans, flibustiers, boucaniers et autres gueux de mer, gant Gilles Lapouge, embannet gant Phébus Libretto (1987)