Janed Holland

Eus Wikipedia

Janed Holland (Joan Holland e saozneg), ganet en 1350, marvet e miz Here 1384, a oa ur briñsez saoz deuet da vout dugez Breizh.

Merc'h e oa da Thomas Holland ha Janed Kent, kontez Kent. A-berzh he mamm e oa gourverc'h d'ar roue Edouarzh Iañ ha da Marguerite de France. He zad a voe anvet en 1354 da letanant ar roue Edouarzh III en Breizh e-pad minorelezh Yann IV, dug Breizh. Hervez ar vrud e oa anezhi « Kaerañ maouez Bro-Saoz ».

Lezverc'h e oa da Edouarzh Woodstock, dug Akitania (a voe lesanvet « ar Priñs Du » diwezhatoc'h), priñs Kembre ha dug Akitania, eil pried he mamm, Janed Kent. He hantervreur e oa an
hini a vo Richarzh II, roue Bro-Saoz.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude hec'h eured da Yann IV he dije avoultret gant Olier Klison, mignon d'an dug, ma voe kasoni ruz etreze adalek neuze. Mont a reas Klison da servij roue Bro-C'hall Charlez V, gant Beltram Gwesklin.
Hervez a voe skrivet eo e pakadoù Janed Holland, dugez Breizh da neuze, eo e voe kavet gant ar C'hallaoued ur skouerenn eus skrid-emglev 1372 entre Yann IV hag ar roue saoz Edouarzh III, ma voe kresket bras disfiz ar roue gall Charlez V ouzh dugelezh Breizh.

Eured gant Yann IV[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yann IV, dug Breizh, hag e guzulierien, hervez Kronikoù Jean Froissart.

En miz Mae 1366, marvet e wreg Mari Bro-Saoz digantañ, setu Yann IV da addimeziñ da Janed. Bugel ebet n'o doe.

Nec'het e oa eontred ar roue gall Charlez VI, re yaouank da ren, o welout o amezeg breizhat Yann IV o timeziñ div wech d'ur Saozez, hag abalamour da se, ha daoust ma ne oa bet bugel ebet c'hoazh, o doa klasket mirout ouzh un trede dimeziñ saoz ; se zo kaoz, pa varvas Janed Holland en 1384, e rejont o seizh gwellañ evit e lakaat da zimeziñ da Janed Navarra, merc'h da Charlez ar Fallakr, roue Navarra, ha da Janed Bro-C'hall[1]. Rak Yann V a oa bet savet e lez Bro-Saoz, enebourez vras ar rouantelezh c'hall, ha ne oa ket troet an dug abalamour da se da vezañ sioul en e wazoniezh dindan ar roue gall, ha se zo kaoz e oa ret mirout ouzh e emglevioù fall.

Pouez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin an enebiezh entre Yann IV hag Olier Klison[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Olier Klison, gant Frémiet, e Kastell Josilin.

Jeanne Holland avat ne oa ket direbech e dibenn ar vignoniezh entre Yann IV hag Olier Klison, en devoa skoazellet an dug da adkemer e zugelezh digant Charlez Bleaz, ha dreist-holl en emgann an Alre en 1364, ma voe lazhet e gevezer[2].

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e Naoned. Kaset e voe he c'horf da abati Prières ma voe beziet[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Patrom:Ouvrage.
  2. Patrom:Ouvrage.
  3. Jh.-M. Le Mené, Abbaye de Prières, Bulletin et Mémoires de la société polymathique du Morbihan, 1903, p. 8 ha goude.