Yann Gent
Yann Gent, pe John of Gaunt e saozneg, (1340-1399) a oa un aotrou saoz, mab da Edward III, roue Bro-Saoz.
Kont Richmond (1342-1372), Lancaster, Lincoln, Derby ha Leicester (1361-1399) e oa. E 1362 e voe anvez da zug Lancaster hag e 1390 da zug Akitania.
Taolenn |
E vuhez[kemmañ]
Ganet e oa e gent en abati Sant Bavon e 1340. Mab e oa da Edouarzh III (1327-1377), roue Bro-Saoz, ha da Philippa de Hainaut .
Dimeziñ a reas da Blanche of Lancaster d'an 19 a viz Mae 1353, merc'h pennhêrez Henry de Grosmont; pa varvas e dad-kaer e kemeras e ditloù: dug Lancaster, kont Lancaster, Derby, Lincoln ha Leicester. Mervel a reas Blanche e miz Gwengolo 1369 e kastell Bolingbroke.
Addimeziñ a reas e Gwengolo 1371 da Constanza de Castilla, merc'h da Pedro Iañ Kastilha, e Roquefort (en departamant gall Landes hiziv ), en Guyena.
D'an 30 a viz Genver 1372 e voe anavezet Yann hag e bried, gant e dad Edouarzh, evel rouaned Kurunenn Kastilha.
D'ar 25 a viz Gouhere 1386 e tilestras en A Coruña. Kurunennet e voe evel Roue Galiza (1386-1387) e Santiago ha kerzhout a reas gant un arme war-du kreisteiz Galiza. E lez a ziazezas en Ourense da dremen ar goañv. Emglev a reas gant João Iañ, Roue Portugal a zimezas d'e verc'h Philippa of Lancaster .
Sinañ a reas ur feur-emglev gant ar roue Juan Iañ Kastilha e miz Gohere 1388 e Baiona.
Dimeziñ ha bugale[kemmañ]
Teir gwech e timezas.
- e miz Mae 1359, en abati Reading, da Blanche of Lancaster, merc'h da Henry of Grosmont, kentañ Dug Lancaster, keniterv dezhañ, pinvidik evel ar mor; mervel a reas Blanche gant ar vosenn e 1369 e kastell Bolingbroke, pa oa he fried war ar mor.
-
- O mab Henry Bolingbroke a voe roueet evel Herri IV
- O merc'h Philippa a zimezas da João Iañ, Roue Portugal e 1387.
- e 1371 da Constanza de Castilla, merc'h da Pedro de Castilla. Dre an dimeziñ-se en doe gwirioù war Kurunenn Kastilha, a glaskas tapout en aner. Daou vugel o doe:
- o merc'h Katherine of Lancaster a zimezas da Enrique III Roue Kastilha
Bugale[kemmañ]
- Ur vastardez e oa e vugel kentañ, Blanche (1359-1388/89), merc'h da Marie de St. Hilaire, eus Hainaut (1340-goude 1399), a oa dimezell a enor d'e vamm, ar rouanez Philippa. Kement-se a c'hoarvez a-raok dezhañ dimeziñ da d'e geniterv Blanche of Lancaster.
- Gant Marie de St. Hilaire , eus Hainaut, serc'h:
- Blanche(1359–1388/89), dimezet da Sir Thomas Morieux (1355–1387) en 1381, bugel ebet n'o doe
E varv[kemmañ]
Beziet e voe en iliz-veur Sant-Paol e Londrez.