Dinarzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kumunioù Breizh
Dinarzh
Blason ville fr Dinard (Ille-et-Vilaine).svg
Departamant Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro Sant-Maloù Bro Zaoudour
Arondisamant Sant-Maloù
Etrekumuniezh hini ebet
Bro 'Voynet' Bro Sant-Maloù
Pastell-vro votiñ
Kanton Kanton Dinarzh
Kod INSEE 35093
Kod post 35800
Maer
Amzer gefridi
Sylvie Mallet[1]
2008-2014
Gorread ha = 7,84 km²
Hed ha led 48° 38' 00" Norzh, 02° 03' 37" Kornôg
Uhelder keitat : m
bihanañ : 0 m
brasañ : 56 m
Poblañs hep kontoù doubl 10 643
(2007)
Stankter 1 348

Dinarzh (e galleg: Dinard) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen e Bro Sant-Maloù.

An ti-kêr

Taolenn

Istor [kemmañ]

  • Savet eo bet Dinarzh etre bourk kozh Sant-Enogad hag an aber, dirak an draezhenn vras.

XIVvet kantved [kemmañ]

Izelvos dilestradeg Yann IV war porzh Dinarzh.
  • Yann IV, bet ganet da vare brezel an Hêrez, a voe desavet e Bro-Saoz betek e driwec'h vloaz. Anavezet e voe da Zug Breizh nemetañ e 1365 hervez Kentañ Feur-emglev Gwenrann da heul e drec'h war Charlez Bleaz en Alre hag a verkas diwezh ar brezel. Met ezhomm en doa eus harp ar saozon, ha pa darzhas ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e 1369 e sinas dre guzh un emglev gant ar Saozon. Charlez V, roue Frañs, a gasas da Vreizh un arme renet gant Beltram Gwesklin hag a lakaas embann an emglev war ar groaz. Dilezet gant holl aotrouien ar vro e rankas Yann IV mont en-dro d’an harlu da Vro-Saoz d'an 28 a viz Ebrel 1373.
  • E 1378 e kredas da Charlez V e oa deuet poent lakaat e grabanoù war Breizh. Siwazh dezhañ, n'en doa ket priziet nerzh ar santad broadel breton. Sevel a reas ar boblañs a-enep dezhañ, forzh pe du e vefe bet hini pe hini e-doug brezel an Hêrez. Aspedet e voe Yann IV da zont en-dro. Dilestriñ a reas hemañ e porzh Dinarzh d'an 3 a viz Eost 1379. Degemeret e voe gant un engroez entanet, gant Janed Pentevr (intañvez Charlez Bleaz), ha gant holl noblañsed ar vro.
  • Taolennet eo an degouezh-se er sonenn hengounel mil-anavezet An Alarc'h he zitl, bet embannet gant Kervarker er Barzhaz Breizh. D'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650vet deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV, e voe staliet un izelvos en arem (s.o. al luc'hskeudenn a-us) e porzh Dinarzh ; er gwelet a c'haller war pourmenadenn ar loar-gann, eus tu hanternoz ar Yacht Club.

Dispac'h Gall [kemmañ]

XXvet kantved [kemmañ]

  • Ur gêr diouzh ar c'hiz e oa deuet da vezañ, e penn kentañ an XXvet kantved, gant Saozon binvidik o sevel tier eno. Mari Manac'h, a orin eus Benac'h, anavezet evel Lady Mond, gwreg sir Mond, roue an nikel, he doa un ti eno anvet Castle Mond. Niverusoc'h eo hañvourien Pariz en hon amzer. Brudet eo an traezhennoù, ar c'hazino, fest ar filmoù breizhveurat.
Traezhenn ar skluz e Dinarzh.

Eil brezel-bed:

Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ]

Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]

Bered ar C'hommonwealth: Dinard English Cemetery e bered nevez kumun Dinarzh [kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Canadian Red Ensign 1921-1957.svg Kanada 1 (Aerlu)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 59 (Aerlu: 10; Morlu: 49)
Dianv 49
Hollad 109

Ul lodenn eus bered Dinarzh a oa bet gouestlet d'ar Vreizhveuriz gant ar gumun a-raok an Eil brezel-bed. Implijet e voe e-pad ar brezel da zouarañ milourion eus ar C'hommonwealth. Re ar Morlu a varvas pa yeas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943 [9].

Douaroniezh [kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1793-2007 [kemmañ]

[10]

Touristerezh [kemmañ]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Gevelliñ [kemmañ]

Gevellet eo gant Tewynn Pleustri, kêr gouronkañ eus Kernev-Veur.

Tud dibar liammet gant ar barrez [kemmañ]

  • an Dug Yann IV a zouar eus Bro-Saoz e dibenn ar XIVvet kantved. Kontet eo bet an douarañ-se gant unan eus kanaouennoù brudetañ ar Barzaz Breiz anvet An Alarc'h. Diskouez a ra deroù gounid Yann IV e Breizh. Ur blakenn e hent-bale an heol-loar a zalc'h soñj eus an darvoud-se.
  • al livour Jean Carzou (1907-2000). E Dinarzh emañ ar mirdi Jean Carzou.

Tud bet e Dinarzh:

Melestradurezh [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù ha daveoù [kemmañ]

  1. Dilennet d'an 23 a viz Genver 2010 goude en doa roet he gwaz Marius Mallet e zilez.
  2. Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20
  3. Pertes RAF
  4. Pertes RAF
  5. Pertes RAF
  6. Pertes USAAF
  7. Pertes USAAF
  8. 39-45 Jours de guerre
  9. Commonwealth War Graves Commission
  10. EBSSA