1añ Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Kala-Goañv a vez graet ivez eus ar 1añ a viz Du
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
11vet-20vet kantved [kemmañ]
- 1179 : kurunnet eo Fulup II an Aogust roue Bro-C'hall e Reims.
- 1636 : kinnig a ra an tad Albert Le Grand da Stadoù Breizh al levr en deus savet diwar-benn sent Breizh (La vie, gestes, mort, et miracles, des saincts de la Bretaigne Armorique).
- 1814 : deroù Kendalc'h Vienna (Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se).
- 1922 : Mehmet VI, sultan diwezhañ an Impalaeriezh Otoman, a ro e zilez.
- 1936 : savet Ahel Roma-Berlin.
- 1940 : skignet eo an abadenn gentañ e brezhoneg gant Radio Roazon-Breiz dre hantererezh Radio-Pariz, dindan gazelge an Alamaned.
- 1943 :
- tailhet eo ar bara da 300 g an deiz.
- deroù Emgann Bougainville en Inizi Solomon.
- 1952 : tarzhadenn kentañ bombezenn H (Ivy Mike hec'h anv) en atoll Eniwetok.
- 1954 : emsavadeg an FLN (Aljeria) ha deroù Brezel Aljeria.
Ganedigezhioù [kemmañ]
11vet-20vet kantved [kemmañ]
|
Nicolas Boileau, livet gant Hyacinthe Rigaud
|
- 1530 : Étienne de La Boétie, barzh ha skrivagner gallek († 18 a viz Eost 1563 e Le Taillan-Médoc (Gironde a-vremañ)).
- 1636 : Nicolas Boileau, barzh ha skrivagner gall († 13 a viz Meurzh 1711 e Pariz).
- 1720 : Toussaint-Guillaume Picquet de la Motte, letanant jeneral er morlu gall († 10 a viz Mezheven 1791 e Brest).
- 1759 : Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen" († 5 a viz Genver 1805 e Gwened).
- 1876 : Paul Rohmer, mezeg elzasat, unan eus tadoù ar medisinerezh bugale († 2 a viz Meurzh 1977 e Straßburg).
Marvioù [kemmañ]
11vet-20vet kantved [kemmañ]
|
Theodor Mommsen, livet gant Ludwig Knaus
|
- 1700 : Carlos II (lesanvet el Hechizado), roue Spagn (° 6 a viz Du 1661 e Madrid).
- 1903 : Theodor Mommsen, skrivagner alaman, Priz Nobel al Lennegezh e 1902 (° 30 a viz Du 1817 e Garding (Dugelezh Schleswig d'ar mare-se)).
- 1907 : Alfred Jarry, barzh, dramaour ha romantour gall (° 8 a viz Gwengolo 1873 e Laval (Mayenne)).
- 1908 : Ludwig Carl Christian Koch, medisin alaman (° 8 a viz Du 1825 e Regensburg (Alamagn)).
- 1956 : Pietro Badoglio, jeneral an tirlu italian, marichal Italia, politikour ha den-Stad italian (° 28 a viz Gwengolo 1871 e Grazzano Monferrato (Italia)).
- 1965 : Dom Alexis (Mathurin Presse e anv gwir), manac'h kisterkiat, adsaver Manati Boken e Plened-Yugon (° 26 a viz Kerzu 1883 e Plougonwaz).
- 1987 : René Lévesque, kentañ ministr Kebek (° 24 a viz Eost 1922 e Campbellton (Kanada)).
- 1997 : Roger Marche, melldroadour etrebroadel gall (° 5 a viz Meurzh 1924 e Villers-Semeuse).
Lidoù [kemmañ]
- World Vegan Day
- Iliz katolik roman
- Gouel an Hollsent
- Sant Matelin, denjentil galian-roman, abostol Galia, enoret e Kistinid ha Monkontour (3e kantved)
- Sant Gwalon, diazezer abati Lannolon (7vet kantved)
- Sant Postan, diazezer manati Matignon (7vet kantved)
- Salaun, lesanvet ar Foll, penitiour santelaet dre ijin ar bobl, enoret er Folgoad.
- Aljeria : Devezh ar vro
- Antigua ha Barbuda : deiz an dizalc'hiezh (diouzh Breizh-Veur, 1981)