24 Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1642 : Abel Tasman eo an Europad kentañ oc'h erruout war an enezenn anvet gantañ Douar Van Diemen (anvet bremañ Tasmania).
- 1859 : embannadur kentañ al levr The origin of species gant Charles Darwin.
- 1986 : kemeret an diviz gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor ober gant ur panellerezh divyezhek.
- 2004 : gouarnamant Iwerzhon a c'houlenn e vije ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh Europa.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1632 : Baruch Spinoza, prederour izelvroat († 21 a viz C'hwevrer 1677).
- 1679 : Chrisogone-Clément de Guer, Markiz a Bontkalleg († (dibennet) 26 a viz Meurzh 1720 e Naoned).
- 1826 : Carlo Collodi, skrivagner italian, aozer Pinocchio († 26 a viz Here 1890).
- 1864 : Henri de Toulouse-Lautrec, livour gall († 9 a viz Gwengolo 1901).
- 1941 : Pete Best, kentañ taboulinour ar strollad sonerezh The Beatles etre miz Eost 1960 ha miz Eost 1962.
[kemmañ] Marvioù
- 1870 : Isidore Ducasse, lesanvet Kont Lautréamont, skrivagner gall (° 4 a viz Ebrel 1846).
- 1963 : Lee Harvey Oswald, muntrer ar prezidant John F. Kennedy. (° 18 a viz Here 1939).
- 1991 : Freddie Mercury, kaner ha sonaozer saoz, ezel eus ar strollad Queen (° 5 a viz Gwengolo 1946).
- 1996 : Somhairle MacGill-Eain, skrivagner gouezelek (° 1911).
- 1997 : Barbara (ganet Monique Andrée Serf), kanerez ha sonaozerez c'hall, (° 9 a viz Mezheven 1930 e Pariz).
[kemmañ] Lidoù
- Santez Bleuñvenn
- Sant Bieuzhi, penitiour kembreat, diskibl da sant Gweltaz, deuet d'en em staliañ war riblenn ar Blavezh e lec'h m'emañ Bieuzhi-an-Dour hiziv (circa 570)
- Gouel Maria Miz Du