Alfred Jarry

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Alfred Jarry
Alfred Jarry

Alfred Jarry (8 a viz Gwengolo 1873 - 1añ a viz Du 1907), a oa ur skrivagner gall ha breizhat, ganet e Laval. Genedik eus Hazoù etre Roazhon ha Dinan oa e vamm. E Sant-Briag hag e Roazhon en deus graet e studioù. E lise Roazhon eo en deus kroget da skrivañ e bezh-c'hoari brudet bras Ubu Roue (1896) o kemer unan eus e gelennerien da skouer. Gant ar gomedienn-se he defe diazezet an "teatr direzon" ("théâtre de l'absurde").

Skrivet en deus barzhonegoù ivez, ha krouet ez eus bet gantañ (pe kentoc'h gant unan eus e dudennoù, an Doktor Faustroll) ar Patafisik, hag a vefe ur skiant, pe ur c'hrakskiant, -piv a oar ?- hini ar « solutions imaginaires, qui accorde symboliquement aux linéaments les propriétés des objets décrits par leur virtualité. ».