Goulc'han Kervella
| Goulc'han Kervella | |
|
Goulc'han Kervella
|
|
|
|
|
| Anv ofisiel | Goulc'han Kervella |
|---|---|
| Lesanv(ioù) | Laouig ar Meuler |
| Ganedigezh | 4 a viz Gouere 1951 Plougerne ( |
| Micher(ioù) | Aktour Leurenner Saver pezhioù-c'hoari Rener ur strollad-c'hoariva Stummer Skrivagner |
| Pezhioù brudet | Ar Basion Vras Buhez Mikael an Nobletz Yann-Vari Perrot Ar Mevel Bras Fest ar Pimoc'h |
| Priz(ioù) | Kolier an Erminig e 1998 |
Ul leurenner, ur c'homedian, ur rener strollad c'hoariva ha ur saver pezhioù-c'hoari ha romantoù eo Goulc'han Kervella ganet d'ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne en ur familh a martoloded. Gant e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Kregiñ a reas gant e studioù medisin e 1969 ha kas a reas un dezenn da-benn diwar-benn Ar medisinerezh el lennegezh vrezhonek en XIXvet hag XXvet kantved. D'ar memes koulz e oa krog da vezañ troet gant ar c'hoariva hag en doa kemeret perzh e Strollad ar Vro Bagan, un oaled evit ar re yaouank ha chomet eo e rener. E 1982 e reas e soñj mont war ar vicher komedian.
Skrivet ha savet en deus meur a bezh-c'hoari e galleg hag e brezhoneg ha kaset en deus ur pezh-mell labour evit brudañ ar c'hoariva er skolioù. Awenet eo gant istor Bro-Leon, he zud vrudet, he zud vunut hag he sevenadur, pouez ar relijion enni. Skrivet en deus levrioù brezhonek ivez evel ur buhezskrid, danevelloù ha romantoù.
Savet en deus pezhioù-c'hoari istorel pe gempred levezonet pe get gant testennoù anavezet (Barzaz Breiz, Pasion Jezuz-Krist, Mojenn Kêr-Is, Buhez Mikael an Nobletz) hag ivez pezhioù-c'hoari farsus, enno ur sell hag ur preder war emdroad kevredigezh Bro-Leon pe vBreizh a-bezh.
Koulskoude en deus leurennet Goulc'han Kervella pezhioù-c'hoari pe danevelloù an oberourien vrezhonek pennañ ivez : Tangi Malmanche, Jakez Riou, Yann-Vari Perrot, Jarl Priel, Roparz Hemon, Per-Jakez Helias, Pêr-Mari Mevel, Naig Rozmor. Lakaet en deus da dreiñ e brezhoneg pezhioù-c'hoari Anton Tchec'hov (An droug a ra ar butun), Georges Courteline (Gant aon da gaout bazhadoù), Alejandro Casona (Justis ar C'harijidor), Tristan Bernard (Laeroñsi).
Meur a wech eo bet c'hoariet ar pezhioù-c'hoari evit ar skinwel brezhonek : Meurlarjez ha Lina savet gant Roparz Hemon, da skouer.
Graet en deus Strollad ar Vro Bagan ul labour a-bouez-tre gant ar skolidi hag ar sklolajidi skoliataet gant Diwan ken e vezont boas, darn anezho diantav, da vont war al leurenn.
Kemer perzh e buhez e gornad a ra Goulc'han Kervella. Bet eo bet eilmaer Plougerne etre 1983 ha 2001 ha prezidant Mirdi ar vezhinerien.
Roet eo bet Kolier an Erminig dezhañ e 1998.
[kemmañ] Oberoù G. Kervella
[kemmañ] C'hoariva
- Ma c'helljen-me kanañ laouen, embannet gant Al Liamm
- Buhez Mikael an Noblez
- Liberta
- Ar Basion Vras
- Gwerz ar vezhinerien
[kemmañ] Skridoù all
- Laenneg medisin. Al Liamm, 1985, tezenn medisin war buhez Laenneg.
- Lara ha kontadennoù all. Al Liamm, 1989, teskad danevelloù.
- Ar chase. Al Liamm, 1980, romant.
- Brezel ar rigadell. Al Liamm, 1994, romant.
- E vrennigenn ziwezhañ. Al Liamm, 1999, teskad danevelloù.
- Yann-Vari Perrot : istor ur pezh-c'hoari, kenembannet gant Al Lanv ha Strollad ar Vro Bagan, 1991.
- Dre ar prenestr. Al Liamm, 2006, danevelloù.
- Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Frañsez Favereau, Yann Gerven, Stefan Moal ha Filip Oillo.
- Aada ha Marki, (Goulc'han Kervella), Al Liamm
Oberennoù all zo bet embannet gant Emgleo Breiz.
[kemmañ] Enorioù
E 1998 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg.
[kemmañ] Rolladurezh
- Goulc'han Kervella, Roll ar pezhioù c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan. In : Al Liamm, nn 245, Du-Kerzu 1987. 50 pezh-c'hoari renablet.