An Alre
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| An Alre | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Bro-Gwened |
| Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
| Etrekumuniezh | An Alre Kumuniezh |
| Bro 'Voynet' | Bro an Alre |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton an Alre |
| Kod INSEE | 56007 |
| Kod post | 56400 |
| Maer Amzer gefridi |
Michel Le Scouarnec (Strollad Komunour Gall) 2008-2014 |
| Gorread | 691 ha = 6,91 km² |
| Hed ha led | 47° ..' .." Norzh, 02° ..' .." Kornôg |
| Uhelder | keitat : 37 m bihanañ : 0 m brasañ : 43 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 12 435 (2007) |
| Stankter | 1 799,6 ann./km² |
An Alre a zo ur gumun eus Bro-Gwened (stumm ofisiel: Auray), e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ An Alre e penn un aber, Stêr an Alre, e-lec'h m'en em vesk dourioù al Loc'h gant dour sall ar mor. Bevennet eo gant Brec'h er gwalarn, Plunered er reter, ha Krac'h er mervent.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Ar c'hastell
Savet e voe ur voudenn feodel gant ar Vretoned er Vvet kantved. Ken abred ha 1082 e vez graet meneg eus « Castrum Alrea » e kartennaoueg Kemperle. Diskaret e voe ar voudenn-se gant an Normaned. E 1201 e voe savet ur c'hastell dezhañ ramparzhioù e he lec'h gant Arzhur 1añ Breizh. Diskaret e voe e 1558 war urzh Herri IV Frañs.
[kemmañ] XIVvet kantved
E 1364 e voe lakaet fin da vrezel hêrezh Breizh etre an tiegezhioù Moñforzh ha Bleiz gant Emgann an Alre. Lazhet e voe Charlez Bleiz eno ha tapet e voe Beltram Gwesklin da brizoniad. Savet e voe ul leandi gant Yann Voñforzh war lec'h an dachenn emgann.
[kemmañ] XVIIvet kantved
Trede porzh Breizh e oa An Alre e 1631 war-lerc'h Kemperle hag an Henbont.
[kemmañ] XVIIIvet kantved
D'ar 4 a viz Kerzu 1776, e penn kentañ brezel dieubiñ Amerika, e tilestras Benjamin Franklin en Alre, deuet ma oa da c'houlenn sikour Frañs gant Loeiz XVI.
[kemmañ] Dispac'h Gall
Gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet An Alre da benn ur bann, nav c'hanton ennañ: An Alre, Landevant, Lokmaria-Kaer, Pleñver, Pleuwigner, Plunered, Kiberen hag "An Inizi" (Edig, Ar Gerveur, Houad) [1].
[kemmañ] XIXvet kantved
- Tizhet eo An Alre gant an hent-houarn e 1862 [2].
[kemmañ] XXvet kantved
- Brezel-bed kentañ: 226 milour eus An Alre a varvas evit Bro-C'hall, 43 e 1914, 56 e 1915, 50 e 1916, 26 e 1917, 44 e 1918 ha 4 e 1919, goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 [3].
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil Brezel-bed: d'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Spitfire Vb marilhet AD470 ha kodet LA-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') en Alre; mervel a reas he nijour ha douaret e voe e Gwidel
[4].
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006
Niver a annezidi 
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Porzh kozh Sant-Sten
- Porzh eus ar Grennamzer ha kêr gozh gant e-leizh a dier-prenn kozh.
- Pont maen kozh a-us d'al Loc'h.
- Mozoleon Kadoudal e Kerleano e-lec'h ma vez miret relegoù Jorj Kadoudal.
[kemmañ] Tud brudet
- Loeiz Herrieu, skrivagner brezhonek, bet marvet eno d'an 22 a viz Mae 1953.
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Deskadurezh
- Abaoe 1999 ez eus ur skol Diwan en Alre.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol Diwan 3,5% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [5].
- E distro-skol 2010 e oa 50 skoliad enskrivet er skol Diwan (3,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [1]
[kemmañ] Kelenn d'an oadourien
- Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e vez graet war dro ar brezhoneg (kentelioù noz, filajoù,...) gant Kerlenn Sten Kidna.
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (br) an Alre war lec'hienn Geobreizh
- (fr) An Alre ha porzh Sant-Sten
- (fr) Lec'hienn ar gumun (e galleg)
- (br) Kerlenn Sten Kidna
- (br) Diwan an Alre
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ Pennad-kaoz e "Dimanche Ouest-France", 12 a viz Kerzu 2010
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
