Bann an Alre

Eus Wikipedia

Bann an Alre a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Setu amañ roll e nav c'hanton:

Lez-varn ar bann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1790: dilennet e voe pemp barner ha tri advarner d'ar 4 a viz Here 1790 (pe un tammig diwezhatoc'h) en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant er bann[2].
  • Roll ar varnerien bet dilennet e 1790:
    • kadoriad (barner kentañ): Louis Marie Toussaint Kergrohen,
    • eil barner: Ange Samuel Humphry (tad),
    • trede barner: Louis César Coudé,
    • pevare barner: Corentin Thomas le Corgne de Rosambo,
    • pempvet barner: Jean François Barré Manéguen da gentañ, Charles François Dufeigna da c'houde,
    • kentañ advarner: Christophe Glain,
    • eil advarner: Hyacinthe Marie Frogerays de Saint Maudé,
    • trede advarner: Jacques Joseph le Febvrier,
    • pevare advarner: Charles François Dufeigna, bet lakaet da bempvet barner[3].

Dilamet ar bannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].

Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù61-63
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187