Aber

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An aber eo al lodenn hini izelañ ha ledanañ eus ur stêr, e-lec'h ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour diouzh ma vez tre pe lanv.

N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv. Leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ ez eus aberioù brasoc'h hag hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha p'eo bras al liveoù diwar tro al lanv.

Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uheloc'h an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ (skouerioù niverus e Breizh). War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan, e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin ha ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.

Taolenn

[kemmañ] Stêranvadurezh

Kavet e vez ar ger aber en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez.

[kemmañ] Breizh Breizh

[kemmañ] Kembre Kembre

[kemmañ] E Skos

[kemmañ] Traoù


[kemmañ] E galleg

Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met ria a vez lavaret eus aberioù all Breizh.

[kemmañ] Pennadoù kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all