Gwidel
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Gwidel | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Bro-Gwened |
| Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
| Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù |
| Bro 'Voynet' | Bro An Oriant |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Pont-Skorf |
| Kod INSEE | 56078 |
| Kod post | 56520 |
| Maer Amzer gefridi |
François Aubertin 2008-2014 |
| Gorread | 5 229 ha = 52 29 km² |
| Hed ha led | 47° 47' 29" Norzh, 03° 29' 14" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 39 m bihanañ : 0 m brasañ : 70 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 9 682 (2006) |
| Stankter | 185 |
Gwidel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pont-Skorf e departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D’ar 27 a viz Meurzh 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
[kemmañ] Deskadurezh
- Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1991.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 6,8% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [1].
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet 96 skoliad er c'hlasoù divyezhek (8,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [1]
[kemmañ] Istor
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil brezel-bed:
- d'ar 21añ a viz Mezheven 1940, er Pemp-Hent, e oa bet eus un emgann etre ar soudarded c'hall hag ur golonenn alaman o tont eus tu Kemper evit mont etrezek an Oriant; ar gêr-mañ a ranke bout difennet daoust d'an arsav-brezel da zont, dre ma oa ur porzh-brezel; padout a reas teir euriad, tri ofiser gall ha tri soudard eus ar 111vet Rejimant Kanolierezh Trevadennel ha seizh milour alaman o vezañ lazhet;
- pevar c'harr-nij Typhoon Ib eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Gwidel e penn-kentañ 1944, unan d'ar 31añ a viz Genver, daou d'ar 15 a viz C'hwevrer hag unan d'an 22 a viz C'hwevrer; lazhet e voe an nijourion, tri anezhe a voe beziet e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an hini diwezhañ[2];
- d'ar 7 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij (Spitfire LFIX marilhet MJ554 ha kodet AU-?) eus ar Royal Air Force nepell eus Gwidel; mervel a reas e nijour ha douaret e voe e Bayeux War Cemetery[3];
- d'an 13 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez B-24 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Gwidel; lazhet e voe eizh nijour eus he faread, an daou nijour all a voe tapet gant an Alamaned[4];
- d'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito NF XIII marilhet MM450 ha kodet DZ-?) eus ar (Royal Air Force) e Gwidel; an daou nijour a varvas[5].
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
|
Monumant ar re varv e Gwidel.
|
[kemmañ] Bezioù ar C'hommonwealth e bered Gwidel
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 7 | |
| 14 | |
| 1 | |
| 79 [6] | |
| 2 | |
| Dianav (kontet e niver o bro dija) | 11 |
| Hollad | 103 |
Karrnijourion e oant holl, nemet daou vartolod eus Morlu ar Rouantelezh-Unanet. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed [8].
[kemmañ] Douaroniezh
|
Beg al Laeta er Pouldu
|
- War aod ar Meurvor Atlantel ha war lez ar stêr Laeta emañ Gwidel.
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2006

[kemmañ] Tud
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Ofis ar brezhoneg
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Aerlu:77 (9 anezhe chomet dianav)
Morlu: 2 (1 anezhe chomet dianav) - ↑ Milourien eus broioù arall ag ar C'hommonwealth en Aerlu eus ar Rouantelezh-Unanet:
Afrika ar Su: 1
Aostralia: 1
Rodezia ar Su: 2
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Cassini hag EBSSA