Alain Bernard

Eus Wikipedia

Alain Bernard zo un neuñver gall. Ganet eo d'ar 1añ a viz Mae 1983 en Aubagne (Bouches-du-Rhône).

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2004 n'en doa ket gallet Alain Bernard mont da Aten evit kemer perzh er C’hoarioù Olimpek pa oa nammet gant ur mononukleoz hag un toksoplasmoz. Un nebeud mizioù war-lec’h, e [[2005], en doa adkroget da zaremprediñ ar poulloù ha deuet e oa a-benn da c'hounit ar c’hampionad dindan 50 eilenn Kampionad Frañs 2005. Gounezet en doa, a-gevret gant e genvroiz, muioc’h c’hoazh, e vedalenn etrebroadel gentañ er redadeg a-eilek 4 x 50 m neuial dieub er poull bihan da-geñver Euro. E 2006 en doa graet berzh-kaer. Gounit a reas, evit gwir, medalennoù nevez er poull bras hag er poull bihan e-pad kampionad neuierezh Europa. E Budapest da-geñver Kampionad Europa en doa pignet an neuier gall war an trede derez eus ar podiom da-geñver ar redadeg a-eilek 4 x 100 m neuial dieub. Daoust m’en doa loc’het evel ul luc’hedenn ha ma oa bet an hini kentañ o peurechuiñ an hedad kentañ e gourfenn ar redadeg 100 m neuial dieub e oa en em gavet da ziwezhañ, ken start ma oa bet an traoù evitañ.

Un nebeud mizioù war-lerc’h en doa gounezet e vedalenn hiniennel gentañ en ur c’hampionad bras da-geñver an Kampionad Europa er poull bihan Helsinki, e-lec’h ma oa bet en trede renk er redadeg 100 m neuial dieub. Aet e oa ar maout gantañ (medalenn aour) ivez er redadeg a-eilek 4 x 50 m neuial dieub. E fin ar bloavezh 2006 ne oa ket mui Alain Bernard aotreegad e CN Marsilha a oa bet dilzet kuit gantañ evit dont da vezañ ezel eus CN Antibes.

E miz C’hwevrer 2007 en doa pilet rekord 100 m neuial dieub Frañs er poull bras e 48’’81 (rekord kozh bet pilet e 48’’97 gant [Frédéric Bousquet]]. E-pad Kampionadoù neuierezh ar Bed 2007, a oa bet dalc’het e Melbourne, en doa gounezet ar vedadenn arem er redadeg a-eilek 4 x 100 m neuial dieub. Siwazh dezhañ, mankout a rae 2 gantvedenn eilenn evit kemer perzh e gourfenn ar redadeg 100 m neuial.

E 2007 e oa bet aozet Kampionadoù Frañs e Saint-Raphaël, m'en doa pilet rekordoù Frañs er redadeg 50 m ha 100 m neuial dieub. Gounezet en doa ar redadeg 50 m e 21’’76, ar pezh a ya d'ober an trede kasadenn graet er bed, gant 12 kantvedenn dale eus un eilenn war ar Rusian Alexander Popov a oa er renk kentañ. Evit an trede gwech en un nebeud mizioù en doa skoet rekord Frañs d’an traoñ e 48’12 ivez er redadeg 100 m e-pad ar c’hampionadoù-se. Deuet e oa, gwelloc’h c’hoazh, da vezañ an eil neuier herrañ eus an istor gant ar rekord-se[1].

Rekordoù personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darvoudoù Poull bihan Poull bras
50 m neuial dieub 21.50 21.59
100 m neuial dieub 47.20 (RE) 46.39 (RB)
200 m neuial dieub 1:50.95 1:46.43
(RD) – Rekord ar bed
(RE) – Rekord Europa
(RB) – Rekord Broadel

Trec’hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C’hoarioù Olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Beijing (Sina) :
    • Aour Medalenn aour redadeg 100 m neuial dieub evit ar baotred.
    • Arc’hant Medalenn arc’hant, redadeg a-eilek 4 x 100 m neuial dieub.
    • Arem Medalenn arem, redadeg 50 m neuial dieub.

Kampionad neuierezh ar Bed'[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampionadoù neuierezh Europa [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poulloù bras=[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poulloù bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rekordoù personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Poulloù bras
KevezadegEpreuve Amzer Rekord Lec’h Deiziad
50 m neuial dieub 2149 Rekord personel Beijing  Sina 16 a viz Eost 2008
100 m neuial dieub 4720[2] Rekord Europa Beijing  Sina 13 a viz Eost 2008
200 m neuial dieub 1'4781 Rekord personel Glasgow (Skos) 29 a viz Mezheven 2008
  • Poulloù bihan
'Kevezadeg Amzer' Rekord Lec’h 'Deiziad
50 m neuial dieub 2124 Rekord personel Nîmes Frañs Frañs 7 a viz Kerzu 2007
100 m neuial dieub 4639 Rekord Frañs Debrecen (Hungaria) 15 a viz Kerzu 2007
200 m neuial dieub 1'4593 rekord personel Nîmes Frañs Frañs 8 a viz Kerzu 2007

Emdroadur e rekord personel er redadeg 50 m neuial dieub (poull bras)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2003 : 22’’82
  • 2005 : 22’’64
  • 2006 : 22’’32
  • 2007 : 21’’76 (Rekord Frañs)
  • 2008 : 21’’50
  • 2008 : 21’’49

Emdroadur e rekord personel er redadeg 100 m neuial dieub (poull bras)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2001 : 5’’31
  • 2002 : 52’’07
  • 2003 : 50’’97
  • 2004 : 50’’43
  • 2005 : 49’’94
  • 2006 : 49’’22
  • 2007 : 48’’12 (Rekord Frañs)
  • 2008 : 47’’60
  • 2008 : 47’’50
  • 2008 : 47’’20 (Rekord Europa)
    • Arc’hant Medalenn arc’hant, redadeg a-eilek 4x50 metr neuial dieub evit ar baotred
  • Kampionad neuierezh Europa 2006 en Helsinki (Finland) :
    • Arc’hant Medalenn arc’hant, redadeg a-eilek 4 x 50 m evit ar baotred.
    • Arem Medalenn arem, redadeg 100 m neuial dieub evit ar baotred.
  • Kampionad neuierezh Europa 2007 e Debrecen (Hungaria) :
    • Aour Medalenn aour, redadeg 100 m evit ar baotred.
    • Arc'hant Medalenn arc’hant, redadeg 4x50 m evit ar baotred.
    • Arem Medalenn arem, redadeg 50 m neuial dieub evit ar baotred.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Natation - ChF - Énorme Alain Bernard ! », L'Équipe, 25 juin 2007.
  2. Da vezañ degemeret