Lucky Luke

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Lucky Luke, an den a denn buanoc'h eget e skeud", war pevare pajenn ar golo c'hlasel
Sous le Ciel de l'Ouest (1952), golo an embannedenn vlot a orin.

Lucky Luke zo un heuliad bannoù-treset gallek savet gant ar belgiat Morris e-barzh ar gelaouenn Journal de Spirou e 1946. Anvet eo diouzh e dudenn pennañ Lucky Luke ar c'howboy digenvez eus ar far-west, brudet evit bezañ « an den a denn buanoc'h eget e skeud ».

Embannadenn[kemmañ]

Lucky Luke ha Jolly Jumper evit ar wech kentañ e-barzh Arizona 1880 (1946)

An istorioù kentañ a voe embannet e-barzh kelaouenn Spirou etre ar bloavezhioù 1940 ha 1960, ha war lerc'h e-barzh Pilote a-raok dont er-maez e feurm albomoù.

Kenlabourat a ra Morris gant ar senariour René Goscinny etre 1955 ha 1977.

An albomoù 1 da 31 zo bet embannet e ti Dupuis, an albomoù 32 ha 72 zo bet embannet e ti Lucky Productions ha Lucky Comics. E 1968, Morris a asantas war ali Goscinny kuitaat Dupuis ha mont da di Dargaud. Goude marv Goscinny e 1977 e labouras Morris gant oberourien all, en o zouez Xavier Fauche, Jean Léturgie ha Lo Hartog Van Banda.

Goude marv Morris e 2001 e reont Achdé (tresadennoù) ha Laurent Gerra (senario) war-dro an heuliad, gant un nivereladur nevez.

En holl, 75 albom Lucky Luke zo bet embannet betek hiziv. E 23 yezh eo bet troet an heuliad.

An heuliad[kemmañ]

"I'm a poor lonesome cowboy…" adalek an albom Des rails sur la prairie e gan Lucky Luke an ton-mañ e fin e droioù-kaer, war-zu an heol o kuzhat.

« I'm a poor lonesome cow-boy
and a long long way from home. »
« Me zo ur paourkaez cowboy e ma unan
ha pell pell eus ma zi. »

Guest-star[kemmañ]

Kavet e vez tud vrudet e-barzh, evel Louis de Funès ha Patrick Préjean e Le Bandit manchot, Jack Palance evel Phil Defer, pe Lee Van Cleef evel Eliot Belt e Chasseur de primes. René Goscinny a zo Pete an etremar ha Jean Gabin zo ur c'howboy e-barzh "Lucky Luke contre Joss Jamon". Dopey, unan eus tudennoù "Ruée sur l'Oklahoma", a denn da Michel Simon yaouank. Ar c'helenner sevended e Calamity Jane zo David Niven. Gary Cooper a zo e-barzh "En remontant le Mississippi". WC Fields a zo e penn ur sirk e "Western Circus". "Le cavalier blanc" zo John Barrymore. En "Arizona" e weler ur gitarour yaouank hag a zo breur gevell André Franquin yaouank. Billy the Kid e-barzh "L'escorte" zo sikouret gant Fernandel alias Bert Malloy. Brian Donlevy, un aktour hag en doa c'hoariet Grat Dalton e When the Dalton rode, a weler e "Le fil qui chante". E-barzh Le Ranch Maudit e kaver Christopher Lee, Groucho Marx evel chaseour bizon, Serge Gainsbourg evel ul lonker, Lucky Luke a ya da sikour ur vaouez kozh d'en em staliañ en un ti anvet ranch Bates, evel an dudenn Norman Bates e-barzh ar film Psychose gant Alfred Hitchcock. Hemañ just a-walc'h a vez kavet ivez en istor e penn ur saloon. Ar pianoour e Un papa pour les Dalton zo Stevie Wonder. Charlie Chaplin a zo ivez el levrenn 65.

Tudennoù[kemmañ]

An albomoù[kemmañ]

An heuliad klasel[kemmañ]

e ti an embannadurioù Dupuis[kemmañ]

e ti an embannadurioù Dargaud[kemmañ]

Troioù-kaer Lucky Luke diouzh Morris[kemmañ]

Anv nevez an heuliad goude marv Morris.

Albomoù troet e brezhoneg[kemmañ]

Embannet e oa daou albom e brezhoneg er bloavezhioù 1970 : Pare Paotred Dalton ha Ma Dalton. N'eus ket pell zo e oa embannet Ar Pevar Sant Dalton gant BZH5, troet gant Brieg ar Menn ha lizherennet gant Malo ar Menn.

Heuliadennoù all[kemmañ]

E-maez rummad[kemmañ]

  • La Bataille du riz, embannet gant Total e 1972
  • La Ballade des Dalton (07/1978) Morris & Goscinny
  • Mac chez les Indiens (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Un Cheik au Far West (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke se marie !? (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke et le Piano (embannet gant Chevron e 1976)
  • Le Cuisinier français, Lucky Comics (02/2003), gant Claude Guylouis (profet pa oa prenet un albom)

A bep seurt[kemmañ]

Lucky Luke er sinema hag er skinwel[kemmañ]

Terence Hill en doa savet ar film sinema Lucky Luke e 1991, met ur c'hwitadenn e oa.

Ar fentigellourien Eric ha Ramzy en doa skrivet ha c'hoariet e-barzh ar film Les Dalton.

Ur film all zo bet nevez savet e 2009, Lucky Luke gant James Huth. An aktourien a gaver ennañ zo Jean Dujardin, Alexandra Lamy, Sylvie Testud, Michaël Youn ha Daniel Prévost.

Filmoù bevaat hir :

Hag ivez...[kemmañ]

  • "Lucky Luke" a oa ur gelaouenn viziek eus C'hwevrer 1974 da C'hwevrer 1975.
  • ar ganaouenn Les Dalton kanet gant Joe Dassin e seblant bezañ awenet gant an heuliadenn.
  • Lucky Luke : un arvest ruzikat arzel gant Philippe Candeloro.
  • ur c'hoari stroll zo anezhañ : Lucky Luke Wanted (2002) : embannet gant MB evit 2 da 6 c'hoarier.
  • ur c'hoari video zo ivez
  • e Charleroi eo bet savet un delwenn eus Lucky Luke war Jolly Jumper.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Patrom:Defaultsort:Luke, Lucky