André Franquin

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
André Franquin
André Franquin

Un treser bannoù-treset eo bet André Franquin. Ganet eo bet e 1924 e Etterbeek, unan eus kumuniezhoù Brusel e Belgia, ha marvet eo bet e 1997 e Saint-Laurent-du-Var.

An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh. Kregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ "Le tank" ha "Les Maisons préfabriquées". E-keit se e sav ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.

Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad "Spirou et Fantasio", gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, hag all.

Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro "Modeste et Pompon" bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.

E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un "haroz" dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ur c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all!

Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Jean-Claude Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).

E 1972 e kro, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom "Cauchemarrant", embannet gant Bédérama e 1979.

"Soñjoù Du" (Idées Noires) zo embannet gant Le Trombonne Illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide Glacial da c'houde.

Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.

Sinadur Franquin
Sinadur Franquin

E 1987, ar Marsupilami en deus stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.

E 1989 e tres kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñv evit ar skinwel.

Albomoù Gaston Beiadeg zo zo bet troet e brezhoneg hag embannet gant Yoran Embanner.