Serge Gainsbourg
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
![]() |
|
|---|---|
| Lesanv | Julien grix, Gainsbarre, Ar paotr e benn-kaol |
| Anv | Lucien Ginsburg |
| Ganedigezh | 2 a viz Ebrel 1928 Pariz |
| Marv | 21 a viz Meurzh 1991 Paris |
| Rummad kanañ | Son gall, Reggae ha Pop |
| Micher | Oberour-kompozer-kaner, Filmour ha Aktour |
| Rummad vouezh | Baryton |
| Benveg sonerezh | Piano, gitar, akordeoñs, armonika |
| Label(où) | Philips (strollad Universal Music) |
Serge Gainsbourg, Lucien Ginsburg, hag a zo ganet d'an 2 a viz Ebrel 1928 e Pariz ha marvet d'an 2 a viz Meurzh 1991 e Pariz, a zo un oberour kompozer kaner ha filmour gall.
Mab divroerien yuzev rusian, hunvreal a ra e-kerzh e yaouankiz bezañ arzour-peintour. Dont a ra da vezañ brudet e-giz oberour kompozer kaner ha touchañ a ra da veur a stiloù sonerezh, met ivez d'ar sinema ha d'al lennegezh. Koulskoude, pa grogas da vont war al leurenn ne oa ket ken aes ha se dre e gorfelezh diaes. E vuhez pad, Serge Gainsbourg a c'houzañvas dre m'en doa ar santimant da vezañ laosket a-gostez ha dre ar skeudenn a gase dezhañ e velezour : hini ur paotr termenet e-giz droch. Krouet en deus meur a filmoù, videooù-klipoù ha kompozet ouzhpenn 40 bandenn-sklent.
A-benn ar fin en em krouet eo ur skeudenn barzher milliget hag arveller. Testennoù e ganaouennoù a c'hoari kalz war ur ster doubl hag a ro ur skeudenn eus e goust evit an arvell, dreist-holl orgedus (Lemon Incest) pe gadalek (Love on the Beat). Plijout a ra ivez da Serge Gainsbourg c'hoari gant e venegoù lennegel evel Alphonse Allais (l'Ami Caouette) pe Verlaine (Je suis venu te dire que je m'en vais). Koulskoude, soñjal a ra dezhañ e oa ar c'hanaouennoù, ha dreist-holl komzoù ar c'hanaouennoù, evel un dra ha n'eo ket ken pouezus ha se, memes ma implije stummoù barzhek evel e-barzh Comment te dire adieu ?.
Dre zaremprediñ ha daremprediñ, Gainsbourg a hoalo merc'hed brav-tre, eus Brigitte Bardot da « Bambou », Caroline Paulus eus e wir anv, hag a roio dezhañ e vugel diwezhañ, Lucien, « Lulu », en ur dremen dre Jane Birkin, gant piv en do e verc'h Charlotte Gainsbourg.
Taolenn |
Buhezskrid [kemmañ]
Yaouankiz [kemmañ]
E dad, Joseph Ginsburg, a-raok bezañ dedennet gant al livadur, a zo aet e Skol-Sonerezh Sant-Petersbourg, hag e hini Moskov evit studiañ ar sonerezh : dibabet en doa ar piano. Hag, e Krime, kejañ a ra gant Olia Besman, ur mezzo-soprano hag a teuio da vezañ e wreg. Joseph hag Olga a guitas Rusia e 1919, evit mont da B/Paris, evit tec'hout kuit ar brezel hag ar volchevik , en ur dremen dre Istanboul, ha dre Marselha. Joseph a oa c'hoarier piano en un ostaleri hag Olga a gane e skol sonerezh rusian. Bevañ a reont rue de la Chine e 20vet arondisamant Paris. Bez o deus ur mab kentañ, Marcel, hag a varv yaouank dre ur c'hleñved. Bez o devo da c'houde ur plac'h, Jacqueline, e 1926, ha gevelled, Liliane ha Lucien, anvet bremañ Serge Gainsbourg, e 1928.
Bloavezioù an eil brezel bed a zo bet diaes dezho : Serge a zo bet rediet dougen ar steredenn velen. Ret e vo memes dezhañ kuzhaat tri devezh er c'hoadoù dre ma 'mañ an SS o klask ar Yuzhev. Ar familh a gavo repu e proviñs, en ur geriadenn eus Haute-Vienne, e 1944, dindan anv Guimbard.
En distro da Paris, goude an dieubidigezh, ar familh vihan a chomo er 16vet arondisamant e Paris. Lucien a leusk da gouezhañ e vloavezhioù skol un tamm a-raok ar bachelouriezh e lise Condorcet. En em enskrivañ a ra neuze e skol an arzoù met aet skuizh eo gant al live uhel matematik hag e leuskel a ra da gouezhañ. Ober a ra anaoudegezh gant Élisabeth Levitskye e 1947, hag e vo e gompagnon betek o eured d'an 3 a viz Du 1951.
Ar bloavezh 1948 a zo ur bloavezh pouezus dre ma 'ra Lucien e servij soudard e Kourbevoa e lec'h ma vo kaset alies en toull evit disujidigezh. Kregiñ a ra amañ e "brantad " alkol, en em vezviñ a ra gant ar gwin gant kamaraded e rejimant. Er prantad-mañ en deus ivez desket da soniñ gitar.
E penn kentañ e bed ar sonerezh [kemmañ]
Kanaouennoù kentañ en deus kompozet Serge a zo bet da 22 vloaz. Ober a ra war-dro ar fonksion edukatour evit ar vugale yuzev savetaet eus ar c'hampoù nazi, e kreiz Champsfleur. Deuet e oa amañ nemet evit gounez un tamm arc'hant met kemer a ra perzh ha deskiñ a ra d'ar vugale tresañ, ober a ra troioù-hud, ober a ra war-dro al laz-kanañ, aozañ a ra beilhadegoù a-gevret gant e c'hitar ha sonioù en deus kompozet. Betek 30 bloaz, Serge Gainsbourg a vev gant labourioù bihan. Kelenner eo bet war an tresañ, war ar c'han, evezhier... Met e dudi pennañ a zo an tresañ.
E-pad vakañsoù pask 1954 engouestlet eo e-giz soner piano en Touquet, gwelout a raio e gevrat nevesaet ar bloavezh war-lerc'h. Amañ e raio anaoudegezh gant e gempenner da-zont, Alain Goraguer. E miz gwengolo eo gopraet e tavarn Madame Arthur e-giz soner piano adarre hag e-giz mestr laz-soniñ. Kemer a ra e dad un labour all dezhañ e Milord l'Arsouille. Un nozvezh e ra anaoudegezh gant Boris Vian. Eñ a ziviz cheñch e anv Lucien evit dont da vezañ Serge.
E album kentañ, Du chant à la une, a ziston met a zo ur c'hwitadenn kenwerzhel. Remerket eo gant Marcel Aymé. E vestr Boris Vian, a-raok mervel e 1959, a laka anezhañ da dennañ ouzh Cole Porter.
Ober a ra anaoudegezh gant Elek Bacsik ha Michel Gaudry, goulenn a ra diganto ober ur bladenn gantañ. Bez e vo Gainsbourg Confidentiel merket gant un jazz modern-tre hag a blije kalz da Serge Gainsbourg, met , gouzout a ra, ne c'hello ket permetiñ dezhañ tizhout an trec'h. Ar bladenn-se a zo gwerzhet nemet da 1500 skouerenn. E bladenn da heul Gainsbourg Percussions a zo awenet gant ul lusk afrikan gant Miriam Makeba ha Batatunde Olatunji.
[kemmañ]
En ur skrivañ evit Juliette Gréco (Accordéon, La Javanaise) ha Petula Clark (La Gadoue) e krogo d'ober berzh, met gant Françoise Hardy (Comment te dire adieu ?) ha dreist-holl gant France Gall e erruo da gaout ur publik yaouank. Goude e sonioù brudetañ (N'écoute pas les idoles, Laisse tomber les filles), France Gall a c'hounez, e 1965, priz bras kenskrivadeg Eurovision ar ganaouenn goude bezañ choazet an titl Poupée de cire poupée de son, skrivet gant Gainsbourg, e-touez an dek re hag a oa kinniget dezhi. Ar ganaouenn-se a deu da vezañ ur ganaouenn etrevroadel brudet war an holl wagennoù radio hag France Gall a enroll memes anezhi e japaneg. Gainsbourg a gendalc'h e berzh gant France Gall, e 1966, a-drugarez da Baby Pop ha dreist-holl Sucettes à l'anis.
Bevañ a ra un istor garantez berr gant Brigitte Bardot, e fin 1967, ha skrivañ a ra ar ganaouenn Initials B.B. goude bezañ skrivet dezhi meur a ditloù : Harley Davidson, Bonnie and Clyde, Je t'aime ... moi non plus, an hini diwezhañ-mañ a zo bet enrollet e kouplad, e 1967, en un doare siñfonienn hag a zo bet brudet ar bloavezh da c'houde gant Jane Birkin (ar stumm orin az aio maez nemet e 1986, a zo brudet-tre ivez).
E 1968 e ra anaoudegezh gant Jane Birkin. Je t'aime ... moi non plus ha 69 Année érotique, kanaouennoù skrivet dezhi, a zo brudet-tre. Dont a reont e-pad 10 bloaz da vezañ ur c'houblad lakaet kalz war-raok gant ar mediaioù, e ditloù bras an neventi.
Ar bloavezhioù 1970 a vo merket gant skritur ha kompozadur pevar album nevez : Histoire de Melody Nelson e 1971, Vu de l'extérieur (hag e ganaouenn Je suis venu te dire que je m'en vais) e 1973, Rock around the bunker e 1975, ha L'homme à la tête de chou gant Variations sur Marilou e 1976. Ar pladennoù-se n'o deus ket kement a vrud kenwerzhel (30000 skouerenn gwerzhet). LHistoire de Melody Nelson a zo degemeret gant ar gazetennoù e-giz « le premier vrai poème symphonique de l'âge pop ». Ar bladenn Rock around the bunker en doa meur a ditloù hag a oa atahinour, e-giz an titl Nazi rock, SS si bon pe Tata teutonn. Met, e fin ar bloavezhioù 1980, ar bladenn-se a vo Pladenn aour. Sevel a ra ivez sonioù brudet evel L'Ami Caouette. E 1979, kejañ a ra ar strollad rock Bijou war al leurenn hag e ouelo memes un tamm : ar bublik yaouank a ra dezhañ ur youadeg.
E miz mae 1973, Serge Gainsbourg a zo drouktizhet gant un taol-kalon. Diskleriañ a ra d'ar c'hazetennoù ez a da greñvaat e lonkañ alkool ha butun.
Kemer a ra perzh e meur a filmoù, met memes ma z'eo gwelet evel un aktour awenet, c'hoari a ra nemet e filmoù gant nebeud a vrud. Krouiñ a ra tri film : Équateur, Charlotte for Ever ha Stan the Flasher. Ar filmoù-se a gomz eus an heñvelreizh, an dispakerezh ...
« Gainsbarre » [kemmañ]
Ar boestoù-noz, al lonkiri ... Muioc'h muiañ e teu Serge Gainsbourg da vezañ « Gainsbarre ». Tremen a ra e abadennoù 'zo er skinwel e lec'h ma vo kazi mezv. Krouiñ a ra e-mod-se e vojenn barzher milliget. E miz gwengolo 1980, ober a ra 10 bloaz emañ Serge Gainsbourg gant Jane Birkin, met, he, ne c'hell ket gouzañv anezhañ ken neuze ez a kuit. Anzav a ra Jane Birkin en un abadenn da c'houde e varv : « Karet am eus kalz Gainsbourg, met aon am boa eus Gainsbarre ».
Ober a ra un anaoudegezh nevez gant Bambou ha skrivañ a raio dezhi (Made in China e 1989). Goude ez a kuit da New York e lec'h ma enrollo e div bladenn diwezhañ : Love on the beat ha You're Under Arrest. Goude ar reggae, ober a ra hip-hop ha funk. Ober a ra meur a sonadeg e Casino Paris.
Gainsbourg a varv e 1991 da heul ur pempvet taol-kalon.
Interet eo gant e gerent e bered Montparnasse. E vez a zo unan eus ar re hag a zo gweladennet ar muiañ, muioc'h eget Jean-Paul Sartre, Simone de Beauvoir hag eget Charles Baudelaire. Abaoe 1991, e vez a zo bepred gant ur bern plantoù hag traoù all (fotoioù, kaol, gerioù bihan, tikedoù metro). Anv ar vez a zo anv Serge Gainsbourg hag e gerent, Olga (1894-1985) ha Joseph (1896-1971) Ginsburg.
E vuhez prevez ha santimantel [kemmañ]
E 1951, Serge Gainsbourg a zimez gant Élisabeth Levitsky, ha chom a raio ganti betek 1957.
Ober a ra da c'houde anaoudegezh gant Françoise-Antoinette Pancrazzi. D'ar 7 a viz geñver 1964 e timez ganti. Bez o deus ur bugel asambles, Natacha, d'an 8 a viz eost 1964. Dispartiañ a reont met e 1967 ez int asambles adarre. En nevez-amzer 1968, bez o deus ur bugel all asambles, Paul. Met Paul n'en deus ket anavezet kalz e dad.
E 1968, ober a ra anaoudegezh gant an aktourez Jane Birkin. O merc'h Charlotte Gainsbourg a zo ganet d'an 21 a viz gouere 1971 e Ker Londrez. Dispartiñ a reont e 1980. Jubennet en deus gant e verc'h ar son Lemon Incest er bladenn Love on the beat e 1984. Graet en deus ivez ar bladenn Charlotte for Ever eviti e 1986.
E 1981, dimeziñ a ra gant ar manikin yaouank, Bambou, ur mab o do, Lucien, galvet Lulu Gainsbourg, ganet d'ar 5 a viz geñver 1986.
Ur film war e vuhez [kemmañ]
Ar skriver senario ha tresour Joann Sfar en deus krouet ur film buhezskrid diwar-benn Serge Gainsbourg. Roll Gainsbourg a zo jubennet gant Éric Elmosnino. Gainsbourg, vie héroïque a zo aet maez er salioù d'an 20 a viz geñver 2010.
Dastummad Pladennoù [kemmañ]
Albomoù [kemmañ]
- 1958: Du chant à la une
- 1959: Disque N°2
- 1961: L'Étonnant Serge Gainsbourg
- 1962: Disque N°4
- 1963: Gainsbourg Confidentiel
- 1964: Gainsbourg Percussions
- 1967: Anna
- 1967: Gainsbourg ha Brigitte Bardot: Bonnie & Clyde
- 1968: Gainsbourg ha Brigitte Bardot: Initials B.B.
- 1968: Ce Sacré Grand-Père
- 1969: Jane Birkin/Serge Gainsbourg
- 1970: Cannabis
- 1971: Histoire de Melody Nelson
- 1973: Vu de l'extérieur
- 1975: Rock Around the Bunker
- 1976: L'Homme à tête de chou
- 1977: Madame Claude
- 1979: Aux armes et cætera
- 1980: Enregistrement public au Théâtre Le Palace (live)
- 1981: Mauvaises nouvelles des étoiles
- 1984: Love On The Beat
- 1985: Serge Gainsbourg live (Casino de Paris)
- 1987: You're Under Arrest
- 1988: Le Zénith de Gainsbourg (live)
- 1989: De Gainsbourg à Gainsbarre (Box Set)
Kanaouennoù pennañ [kemmañ]
- "Aux armes et caetera"
- "Baby Pop"
- "Black Trombone"
- "Bonnie and Clyde"
- "Comment te dire adieu"
- "Couleur Café"
- "Dieu fumeur de havanes"
- "Dis-lui toi que je t'aime"
- "Élisa"
- "Hold Up"
- "Initials B.B."
- "Je suis venu te dire que je m'en vais"
- "Je t'aime... moi non plus"
- "La Décadanse"
- "La Gadoue"
- "La Javanaise"
- "La Noyée"
- "Lemon Incest"
- "Les Incorruptibles"
- "Les Sucettes"
- "L'Homme à Tête de Chou"
- "Lola Rastaquouère"
- "Marilou"
- "New York U.S.A."
- "Poupée de cire, poupée de son"
- "Pour un con"
- "Sorry Angel"
- "Sea, Sex and Sun"
- "You're Under Arrest"
- "Mon légionnaire"
- "White and Black Blues" (lyrics)
Filmadurezh [kemmañ]
E-giz film-aozer [kemmañ]
- 1976 : Je t’aime moi non plus
- 1981 : Le Physique et le figuré (film-berr)
- 1983 : Équateur
- 1984 : Clip de Morgane de toi eus Renaud
- 1985 : Clip de Lemon Incest
- 1986 : Charlotte for Ever
- 1986 : Clip de Tes yeux noirs eus Indochine
- 1987 : Clip de Charlotte For Ever eu Charlotte Gainsbourg
- 1990 : Stan the Flasher
- 1990 : Clip de Amours des feintes eus Jane Birkin
E-giz aktour [kemmañ]
Skinwell
- 1965 : Des fleurs pour l'inspecteur (stirad Les Cinq Dernières Minutes eus Claude Loursais : Antoine Sébastian
- 1973 : Le Lever du rideau, telefilm eus Jean-Pierre Marchand, diouzh romant Vladimir Pozner : ar priñs Abdallah
Sinema
- 1959 : Voulez-vous danser avec moi ? eus Michel Boisrond : Léon
- 1960 : La Révolte des esclaves (La Rivolta Degli Schiavi) eus Nunzio Malasomma : Corvino
- 1961 : Samson contre Hercule (Sansone) eus Gianfranco Parolini : Warkalla
- 1962 : La furia di Ercole eus Gianfranco Parolini : Menistus
- 1963 : Strip-tease eus Jacques Poitrenaud : ar pianoourien
- 1963 : L'Inconnue de Hong Kong eus Jacques Poitrenaud : ar pianoourien
- 1966 : Carré de dames pour un as eus Jacques Poitrenaud : ar paotr a goulenn tan
- 1966 : Le Jardinier d'Argenteuil eus Jean-Paul Le Chanois : Patrick Gérard
- 1967 : L'Inconnu de Shandigor eus Jean-Louis Roy : mestr ar Moal
- 1967 : Ce sacré grand-père eus Jacques Poitrenaud : Rémy
- 1967 : Anna, c'hoarigan eus Pierre Koralnik, komzoù ha sonerezh eus Gainsbourg : mignon Serge
- 1967 : Toutes folles de lui eus Norbert Carbonnaux
- 1967 : Estouffade à la Caraïbe eus Jacques Besnard : Clyde
- 1968 : Erotissimo eus Gérard Pirès : ar paotr luch
- 1968 : Vivre la nuit eus Marcel Camus : Mathieu
- 1968 : Le Pacha eus Georges Lautner : eñ e-unan
- 1969 : Mister Freedom eus William Klein : M. Drugstore
- 1969 : Slogan eus Pierre Grimblat: Serge
- 1969 : Les Chemins de Katmandou eus André Cayatte : Ted
- 1969 : Paris n'existe pas eus Robert Benayoun : Laurent
- 1970 : Cannabis de Pierre Koralnik : Serge Morgan
- 1971 : 19 djevojaka i mornar eus Milutin Kosovac : ar martolod
- 1971 : Romance of a Horsethief eus Abraham Polonsky : Sigmund
- 1972 : The Day the Clown Cried eus Jerry Lewis (peurechu)
- 1972 : Trop jolies pour être honnêtes eus Richard Balducci : Albert
- 1973 : Les Diablesses (La morte negli occhi del gatto) eus Antonio Margheriti : ensellerien an archerien
- 1974 : La Dernière Violette, film-berr eus André Hardellet : al lazher
- 1975 : Sérieux comme le plaisir eus Robert Benayoun : an den dianav al lenn
- 1980 : Je vous aime, eus Claude Berri : Simon
- 1982 : Le Grand Pardoneus Alexandre Arcady : gweledigezh eeun
- 1986 : Charlotte for Ever : Stan
- 1990 : Stan the flasher : Ur mignon da David
