Astérix

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Astérix, pe Asteriks en e zoare skrivañ brezhonek, eo haroz pennañ ar rummad bannoù-treset Asterix ar Galian skrivet gant René Goscinny ha skeudennaouet gant Albert Uderzo betek 1977, ha skrivet ha skeudennaouet gant Uderzo hepken goude 1977 da heul marv Goscinny. Lañset e voe avanturioù kentañ Asterix ar Galian er gelaouenn Pilote e fin ar bloavezhioù 1950. A bep seurt troioù-kaer a vez bevet gantañ ha gant e vignon Obeliks.