Elias Canetti
Eus Wikipedia
Elias Canetti a oa ur skrivagner ganet e Rouse, Bulgaria d'ar 25 a viz Gouere 1905.
A-hed e vuhez e foetas bro, dre gaer pe dre heg, hag e tremenas dre Manchester, Lausanne, Vienna, Londrez...
Skrivañ a rae en alamaneg. E-touez e oberennoù ez eus pezhioù-c'hoari, esaeoù, romantoù (Die Blendung troet dindan an titl Auto-da-fé).
Bet en deus priz Nobel al lennegezh e 1981.
Marvet eo d'ar 14 a viz Eost 1994 e Zürich.