Manchester
- Evit implijoù all, gwelet Manchester (disheñvelout).
Manchester | |
---|---|
Concilio et labore Dre furnez ha striv | |
53°28′46″ N, 2°14′43″ W | |
Kêr Manchester e Bro-Saoz | |
Riez | Rouantelezh-Unanet |
Broad | Bro-Saoz |
Maer (Lord Mayor) |
Abid Latif Chohan (2019 →) |
Gorread | 115,65 km² |
Poblañs hep kontoù doubl |
552 858 (2019) |
Stankter | 4 780 ann./km² |
Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway
Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- I.A. 4687 (Iter II) ː MAMUCIO
- I.A. 4822 (Iter X) ː MAMCUNIO / MANCUNIO
- Ravenna 10658 ː MANTIO / MAUTIO / MANCIO
Talvoudegezh ː diwar *mammula, evit kaozeal diouzh ur run heñvel diouzh ur vronn[1].
Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvlec'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.
Mancunians eo anv annezidi Manchester e saozneg.
Arkeologouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù gevellet ha koñsuldioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Manchester gant meur a gêr[2],[3].
- Amsterdam, Izelvroioù (2007)
- Bilwi, Nicaragua
- Chemnitz, Alamagn (1983)[4]
- Córdoba, Spagn
- Faisalabad, Pakistan (1997)
- Los Angeles, Stadoù-Unanet (2009)
- Rehovot, Israel
- Sant Petersbourg, Rusia (1962)
- Wuhan, Republik Pobl Sina (1986)
E Manchester e kaver ar muiañ koñsuldioù e Breizh-Veur er-maez eus Londrez : ouzhpenn 800. O servijoù a ra war-dro al lodenn vrasañ eus Norzh Bro-Saoz. Staliet e oa ar re gentañ er bloavezhioù 1820 dre ma oa o kreskiñ al liammoù kenwerzh etrebroadel e-pad an Dispac'h Greantel[5],[6],[7].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
- ↑ (en) 'Manchester City Council: International civic links'. Kavet : 07/01/2022.
- ↑ (en) 'Manchester Evening News, 27/0/2009. Kavet : 07/01/2022.
- ↑ Pa oa skoulmet ar gevelliñ e oa ar gêr e Republik Demokratel Alamagn ha Karl-Marx-Stadt a oa he anv.
- ↑ (en) Fox, David. Manchester Consuls. Lancaster : Carnegie Publishing, 2007 (ISBN 78-1-85936-155-9)
- ↑ (en) 'Manchester Consular Association'. Kavet : 07/01/2022.
- ↑ (en) 'List of Consulates, Consulate Generals and High Commissioners'. Kavet : 07/01/2022.