22 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 851 : trec'h eo lu Erispoe war hini Karl Voal e Jengland-Beslé (e-kichen Felgerieg-Veur).
- 1485 : gant Emgann Bosworth ec'h echu Brezel an Div Rozenn.
- 1795 : Bonreizh ar bloaz III e Bro-C'hall.
- 1812 : adkavet eo Petra (Jordania) gant an ergerzher suis Jean Louis Burckhardt.
- 1864 : sinet eo kentañ Kenemglev Jeneva gant daouzek stad europat.
- 1902 : krouidigezh Cadillac Automobile Company.
- 1910 : trevet eo Korea ouzh Japan.
- 1914 : trec'h eo lu an Impalaeriezh alaman war hini Bro-C'hall en Emgann Rossignol (Emgann an Harzoù e-kerzh ar Brezel-bed kentañ).
- 1944 : erruout a ra Roparz Hemon e Strasbourg, degemeret gant Hermann Bickler eno.
- 1962 : ur c'hwitadenn eo an Taol Charlotte Corday (gwalldaol ar Petit-Clamart) ouzh Charles de Gaulle.
Sportoù [kemmañ]
- 1851 : dalc'het eo kentañ America's Cup en-dro da Enez Wight.
- 1972 : dilennet eo an Iwerzhonad Lord Killanin da 6vet prezidant ar Poellgor etrebroadel olimpek.
- 2004 : Emilie Le Pennec, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek an divvarrenn digompez en Aten.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1647 : Denis Papin, jedoniour ha fizikour gall († etre 1712 ha 1714 e Londrez marteze).
- 1764 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall († 5 a viz Gwengolo 1838 e Pariz).
- 1862 : Claude Debussy, sonaozer gall († 25 a viz Meurzh 1918 e Pariz).
- 1904 : Deng Xiaoping, penn strollad komunour Sina († 19 a viz C'hwevrer 1997 e Beijing (Republik Pobl Sina)).
- 1908 : Henri Cartier-Bresson, luc'hskeudennour gall († 3 a viz Eost 2004 e Montjustin (Alpes-de-Haute-Provence)).
- 1920 : Ray Douglas Bradbury, skrivagner skiant-faltazi stadunanat († 5 a viz Mezheven 2012 e Los Angeles).
Marvioù [kemmañ]
- 1241 : Gregor IX (bet ganet Ugolino di Anagni), 178vet pab (° e-tro 1145).
- 1280 : Nikolaz III (bet ganet Giovanni Gaetano Orsini), 188vet pab (° e-tro 1216).
- 1350 : Fulup VI Bro-C'hall, roue adalek 1328 betek e varv (° 1293 e ?).
- 1485 : Richarzh III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz hag Aotrou Iwerzhon adalek 1483 betek e varv (° 2 a viz Here 1452 e kastell Fotheringhay (Bro-Saoz)).
- 1806 : Jean-Honoré Fragonard, livour gall (° 5 a viz Ebrel 1732 e Grassa (Alpes-Maritimes a-vremañ)).
- 1922 : Mícheál Seán Ó Coileáin, emsaver ha politikour iwerzhonat (° 16 a viz Here 1890 e Cloich na Coillte (Rouantelezh Unanet d'ar mare-se)).
- 1978 : Jomo Kenyatta, den-stad Kenya (° e-tro 1890 e Gatundu (Kenya)).
Lidoù [kemmañ]
Sant an deiz : Sant Milian