Jomo Kenyatta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kenyatta e 1966

Jomo Kenyatta (war-dro 1890 - 22 a viz Eost 1978) a oa ur politikour eus Kenya, bet prezidant kentañ ar vro adalek 1964 betek e varv.

Ganet e oa en anv Kamau wa Ngengi en ur familh kikuyu. Goude marv e dud ec'h eas da vevañ gant e eontr hag e dad-kozh. E 1914 ec'h eas da gristen ha kemer an anv John Peter Kamau a cheñchas goude e Johnstone Kamau. E 1938 ec'h embannas un dezenn en e anv nevez : Jomo Kenyatta. Goude an Eil brezel-bed e stourmas evit dizalc'hiezh e vro hag a oa un drevadenn saoz.

D'ar 1añ a viz Even 1963 e voe dilennet da vinistr kentañ Kenya ha chom a reas er garg-se goude dizalc'hiezh ar vro e miz Kerzu (pa oa ar rouanez saoz Elesbed II e penn ar Stad). D'ar 1añ a viz Even 1964 e teuas Kenya da vezañ ur republik ha Kenyatta prezidant kentañ anezhi. E strollad politikel a voe an hini nemetañ aotreet hag addilennet e voe e 1966, 1969 ha 1974.