18 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1572 : eured Herri III (Navara) ha Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615) (ar Rouanez Margod).
- 1690 : trec'h eo Loeiz XIV (Bro-C'hall) en Emgann Staffarda (Piemonte).
- 1868 : da-heul ur fallaenn war an heol eo dizoloet an heliom gant daou steredoniour, Sir Joseph Norman Lockyer ha Pierre Jules César Janssen.
- 1877 : gant ar steredoniour Asaph Hall eo dizoloet Phobos, ul loarenn d’ar blanedenn Meurzh.
- 1943 : Emgann Horaniu war vor e-tal kichen an Inizi Solomon (Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)).
Sportoù [kemmañ]
- 2000 : Tony Estanguet, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom C1 e Sydney (Aostralia).
- 2004 : Tony Estanguet, atletour gall, a ya da gampion olimpek ar slalom C1 evit an 2l gwech, en Aten (Gres).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1748 : Pierre Sonnerat, ergerzher ha naturour gall († 31 a viz Meurzh 1814 e Lyon (Rhône)).
- 1750 : Antonio Salieri, sonaozer italian († 7 a viz Mae 1825 e Vienna).
- 1830 : Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria ha roue Hungaria († 21 a viz Du 1916 e Vienna (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1922 : Alain Robbe-Grillet, romantour ha filmour gall († 18 a viz C'hwevrer 2008 e Caen (Calvados)).
- 1933 :
- Just Fontaine, melldroadour etrebroadel gall.
- Roman Polanski, filmaozer gall-polognat.
- 1936 : Robert Redford, aktour ha filmaozer amerikan.
Marvioù [kemmañ]
- 1227 : Jengis Khan, impalaer mongol (° e-tro 1162 e Mongolia).
- 1559 : Paol IV (bet ganet Gian Pietro Carafa), 223de pab (° 28 a viz Mezheven 1476 e Capriglia Irpina (Rouantelezh Naplez d'ar mare-se)).
- 1563 : Étienne de La Boétie, barzh ha skrivagner gallek (° 1añ a viz Du 1530 e Sarlat (Dordogne a-vremañ)).
- 1620 : Wanli (Zhu Yijun e anv gwir), 13vet Impalaer Sina Tierniezh Ming (° 4 a viz Gwengolo 1563 e ?).
- 1765 : Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel (° 8 a viz Kerzu 1708 e Nancy (Meurthe-et-Moselle a-vremañ)).
- 1850 : Honoré de Balzac, skrivagner gallek (° 20 a viz Mae 1799 e Teurgn (Indre-et-Loire)).
- 1886 : Paul Dupont des Loges, den a iliz breizhat (° 11 a viz Du 1804 e Roazhon).
- 1891 : Louis Paulsen, mestrc'hoarier echedoù alaman, (° 15 a viz Genver 1833 e Gut Nassengrund (Priñselezh Lippe d'ar mare-se)).
- 1947 : Stefano Rosselli del Turco, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù italian (° 27 a viz Gouere 1877 e Firenze (Italia)).
- 1950 : Julien Lahaut, kannad komunour ha kadoriad Strollad Komunour Belgia, drouklazhet (° 6 a viz Gwengolo 1884 e Seraing (Belgia)).
- 1978 : Kamil Ar Merser Erm (Kammermor e anv druizh), brogarour ha skrivagner breizhat (° 12 a viz Du 1888 e Niort (Deux-Sèvres)).
Lidoù [kemmañ]
- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Santez Lena.