Anv-pluenn
Eus Wikipedia
Un anv-pluenn eo an anv a gemer un den evit sinañ e skridoù, evel Roparz Hemon a oa Louis-Paul Nemo e anv-pluenn pe George Sand Aurore Dupin he hini.
Pa vez implijet un anv-pluenn gant ur barzh eus Goursez Vreizh e lavarer a-wechoù e ra gant e anv-barzh. Met n'eo ket an holl skrivagnerien a zo barzhed, nag an holl varzhed a laka o anv er C'hoursez.
Stank eo bet implijet an anvioù-pluenn gant ar skrivagnerien vrezhonek en XX-vet kantved, ober diouzh skouer o diagentidi ne ra ken tud ar wikipedia vrezhonek.
[kemmañ] Lesanv
Arabat droukveskañ anv-pluenn ha lesanv : gant ur skrivagner e vez dibabet e anv-pluenn, hogen ne zibab den e lesanv.