Fañch Elies Abeozen
| Fañch Elies Abeozen | |
|---|---|
![]() Abeozen pa oa yaouank |
|
| Anv ofisiel | Jean-François-Marie Éliès |
| Anv pluenn | Fañch Elies Abeozen |
| Obererezh | lennegezh, yezhoniezh |
| Ganedigezh | d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 en Dre Nevez, |
| Marvidigezh | d'an 3 a viz Mezheven 1963 er Baol-Skoubleg, |
| Yezh skrivañ | Brezhoneg Kembraeg |
| Oberennoù pennañ | |
| Argantael Dremm an Ankou Pirc'hirin Kala-goañv Ar Mabinogion Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ |
|
| kemmañ |
|
Ur skrivagner brezhonek eo Fañch Elies (Jean-François-Marie Éliès), anavezetoc'h dre e anv-pluenn Abeozen. Ganet eo bet en Dre Nevez d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 ha marvet er Baol-Skoubleg d'an 3 a viz Mezheven 1963. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù ha romantoù), yezhadur ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar c'hembraeg. Troet en deus ar Mabinogion (ar Mabinogi e brezhoneg).
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Mont a reas da skol ar Frered da Landivizio e-lec'h ma oa Klaoda ar Prad o kelenn hag hemañ eo a reas ur broadelour deus outañ. Pa oa en e soñj mont da veleg ez eas da gloerdi Kemper eus 1907 da 1914. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur yec'hed fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da Bariz evit tapout un aotreegezh. Kelenner e voe e Dinan ha Sant-Brieg a-raok mont da Roazhon da gelenn el lise ha da studiañ er skol-veur war ar memes tro.
[kemmañ] Lennadurezh
[kemmañ] E oberenn lennegel
- Marvailhoù loened, Skridoù Breizh, 1943. Kontadennoù.
- Hervelina Geraouell. Skridoù Breizh, 1943. Ademb. Mouladurioù Hor Yezh, 1988. Romant
- Argantael. Al Liamm, 1989. Romant; Ademb. An Alarc'h, 2011.
- Bisousig, kazh an tevenn. Al Liamm, 1954. Ademb. An Here-Al Liamm, 1987.
- Dremm an Ankou, Skridoù Breizh
- Pirc'hirin Kala-goañv, danevelloù, Al Liamm, 1969. Ademb 1986; troid. c'hallek (gant Mikael Madeg Le Pèlerin de la Toussaint An Alarc'h, 2011]]
- Kan ar spered hag ar galon, barzhonegoù ha kanaouennoù. Hor Yezh, 1983.
[kemmañ] Studi al lennegezh
- Ar Mabinogion, Preder.
- Damskeud eus hol lennegezh kozh, Al Liamm.
- Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957
- Barzhaz (dibab barzhonegoù skrivagnerien rakwalarnek)
- En ur lenn Barzhaz Breizh, Preder.
[kemmañ] Studi ar yezh
- Yezadur ar brezoneg krenn
- Skridou brezonek krenn
- Geriadurig brezoneg krenn
- Alc'houez berr ar c'hembraeg.
