Ar Baol-Skoubleg
Eus Wikipedia
| Ar Baol-Skoubleg | ||
|---|---|---|
An aod |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Naoned | |
| Departamant | Liger-Atlantel | |
| Arondisamant | Sant-Nazer | |
| Kanton | Ar Baol-Skoubleg (pennlec'h) | |
| Kod kumun | 44055 | |
| Kod post | 44500 | |
| Maer Amzer gefridi |
Yves Métaireau 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Kab Atlantel | |
| Lec'hienn web | http://www.mairie-labaule.fr/ | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 16 731 ann. (2008) | |
| Stankter | 754 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : 6 m bihanañ 1 m — brasañ 55 m |
|
| Gorread | 22,19 km² | |
|
|
||
|
|
||
Ar Baol-Skoubleg a zo ur gumun eus Liger-Atlantel, e gevred Breizh. Ur gêr gouronkañ war Aod ar Garantez eo. Brudet eo he bae hag an hir a draezhenn a-hed dezhi eus Pornizhan d'ar Poulgwenn. Ur gêr douristel-tre eo.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XXvet kantved [kemmañ]
- Eil brezel-bed: d'an 13 a viz Mae 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Bristol Blenheim IV marilhet V6430 ha kodet UX-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus ar Baol-Skoubleg; mervel a reas e dri nijour, daou anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar 25 a viz Meurzh 1942 e kouezhas un nijerez (Wellington II marilhet W5578 ha kodet PH-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Skoubleg; mervel a reas pevar nijour, douaret e voent e bered "Pont du Cens" en Naoned; an daou nijour all a voe serret gant an Alamaned; d'ar 16 a viz Ebrel 1942 e kouezhas ur c'harr-nij (Wellington III marilhet X3417 ha kodet GT-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus Skoubleg; mervel a reas e seizh nijour[1]; d'an 3 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e koad Skoubleg; seizh nijour a voe lazhet, tapet e voe an tri all eus e baread gant an Alamaned [2]. D'ar 29 a viz Even 1943 e kouezhas un nijerez Messerschmitt Bf 109 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) etre ar Baol ha Sant-Nazer; mervel a reas he nijour, douaret e voe e Pornizhan [3].
Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ]
- 27 a viz Mezheven 1965 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia).
- 28 a viz Mezheven 1965 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Ar Baol-Skoubleg war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime).
- 3 a viz Gouere 1972 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg hag Ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Rik van Linden (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1988 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall etre Pornizhan hag Ar Baol-Skoubleg (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Weinmann-La Suisse (Suis).
Douaroniezh [kemmañ]
- An draezhenn, , zo ouzhpenn 8 kilometr a-hed. Dre ma oa un draezhenn gromm brav-tre e voe dibabet gant an Aotrounez Darlu hag Hennecard e dibenn an XIXvet kantved evit sevel ur gêr gouronkañ nevez.
- Brudet-tre an draezhenn Benoît evit he zraezh munut. Ul lodenn eus ar gumun zo lec’hiet war un tevenn.
- Ar Baol-Skoubleg zo da 19 km eus kornôg Sant-Nazer, 66 km eus Gwened, 77 km eus Naoned ha 121 km eus Roazhon.
- Ar c’humunioù tro-dro d’ar Baol-Skoubleg zo ar Poulgwenn, Pornizhan, Sant-Nazer, Gwenrann ha Sant-Andrev-an-Doureier.
Melestradurezh [kemmañ]
| Roll ar vaered | |||
| Maread | Añv | Strollad | Perzh
|
|---|---|---|---|
| 1790-1791 | Mathurin Phelippes de Beauregard | ||
| 1791-1795 | Julien Texiouer | ||
| 1800-1815 | Pierre Chaffiraud | ||
| 1815-1816 | de Sécillon | ||
| 1816-1826 | Louis Le Pourceau de Tréméac | ||
| 1826-1831 | Olivier Berthaud | ||
| 1832-1835 | François Pierre Dauce | ||
| 1835-1837 | Jacques Olivier | ||
| 1837-1848 | François Pierre Dauce | ||
| 1848-1852 | Pierre Berthaud | ||
| 1852-1870 | Etienne Breny | ||
| 1870-1871 | Jean Marie Le Gall | ||
| 1871-1876 | Etienne Breny | ||
| 1876-1884 | François Athanase Durand | ||
| 1884-1891 | Jean François Sohier | ||
| 1891-1900 | François Athanase Durand | ||
| 1900-1917 | Edouard Trabaud | ||
| 1917-1925 | André Pavie | ||
| 1925-1935 | Roger Maury de Lapeyrouse Vaucresson | ||
| 1935-1939 | Louis Lajarrige | ||
| 1939-1945 | Marcel Rigaud | ||
| 1945-1971 | René Dubois | ||
| 1971-1995 | Olivier Guichard | RPR | Maodiern |
| 1995 | Yves Métaireau | UMP | |
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]

Ger-stur [kemmañ]
Labor, Sol et Mare Fulgeant in unum
Kêrioù gevellet [kemmañ]
Filmoù lec'hiet er gumun [kemmañ]
- 1961 : Lola gant Jacques Demy
- 1990 : La Baule-les-Pins gant Diane Kurys
- 2001 : 15 août gant Patrick Alessandrin
- 2010 : La Conquête gant Xavier Durringer
Tud vrudet [kemmañ]
- Lluis Companys, broadelour katalan, serret gant ar Gestapo er Baol e 1940.
- Olivier Guichard
- Robert Le Grand
Tud bet ganet eno [kemmañ]
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Fañch Elies (Abeozen e anv-pluenn), skrivagner brezhonek, d'an 3 a viz Even 1963.
Bered ar C'hommonwealth:Commonwealth War Cemetery Escoublac-la-Baule [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 3 | |
| 325 | |
| Hollad | 358 |
Ur vered ag an Eil Brezel Bed eo[4].
Liammoù diabarzh [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (br) ar Baol-Skoubleg war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Ti an Douristed
- (fr) Ti-kêr
- (fr) Fotoioù eus ar Baol
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ http://www.cwgc.org/search/cemetery_details.aspx?cemetery=2081103&mode=1 Commonwealth War Graves Commission