Luftwaffe (Wehrmacht)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Luftwaffe (1933-1945))
Luftwaffe
aerlu
Rann eusWehrmacht Kemmañ
Deiziad krouiñ1935 Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv er yezh a orinDeutsche Luftwaffe Kemmañ
BrezelBrezel Spagn, Eil Brezel-bed Kemmañ
Kan broadelFliege mit mir in die Heimat Kemmañ
StadReich alaman, Trede Reich Kemmañ
Applies to jurisdictionTrede Reich Kemmañ
Raklec'hiet gantImperial German Air Service Kemmañ
Heuliet gantLuftwaffe, Air Force of the National People's Army Kemmañ
Deiziad divodadur1945 Kemmañ
Item operatedJunkers Ju 52/3m, Focke-Wulf Fw 200 Condor Kemmañ
Commanded byHermann Göring, Robert von Greim Kemmañ
Nijerezioù Junkers Ju 87 Stuka o tibradañ da vont da dagañ Polonia, miz Gwengolo 1939.

Al Luftwaffe a oa nijlu ar Wehrmacht alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Nerzhioù nijlu alamagn e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, al Luftstreitkräfte eus al lu douar hag ar Marine-Fliegerabteilung evit ar morlu Kriegsmarine, a oa bet roet lam dezhi e 1920 hervez disoc'h Feur-emglev Versailhez a redie Alamagn da chom hep kaout eus un nijlu.

E-pad ar mare etre an daou Brezel Bed, an nijourien alaman a oa gourdonet dre guzh o tremen e-biou eus ar feur-emglev e bazenn nij Lipetsk. Gant ma oa ar strollad Nazi o kemer nerzh ha dre torridigezh Feur-emglev Versailhez ganto, al Luftwaffe a oa bet krouet d'ar 26 a viz Ebrel 1935. Al Lejion Kondor eus al Luftwaffe a gemeras perzh e Brezel diabarzh Spagn. Ar brezel a zuio da vezañ ul lec'h gourdoniñ evit an nijerien, ar c'hirri-nij hag ar strategiezhoù brezel. An disoc'h a voe da lakaat al Luftwaffe da vezañ arbennikaet, ha gant ul lañs teknikel brasoc'h evit darn an nijluioù dre ar bed. Pouezus e voe an darvoud-se dre ma roio lañs bras da nerzhioù an Trede Reich e 1939.

Hañv 1939, al Luftwaffe a oa savet gant 28 Geschwaders (flodad).

Aozadur al Luftwaffe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozadur al Luftwaffe
Bruno Loerzer, Hermann Göring hag Adolf Galland

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad:Nijvaoù al Luftwaffe e Breizh

Rummad:Nijerezioù alaman aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed