Messerschmitt Bf 109
Eus Wikipedia
Ar Messerschmitt Bf 109, berraet alies e Me 109, a oa un nijerez vrezel ungefluskerek hag unplas savet evit al Luftwaffe, an aerlu alaman. An nijerez tagañ pennañ eus an Alamaned e-kerzh an Eil Brezel-bed eo bet ha graet e oa bet en tu-hont da 33 000 skouerenn anezhi. Ma oa ar gwellañ nijerez e penn kentañ ar brezel (ne oa koulz lavaret nemet ar Spitfire saoz a oa barrek da geveziñ outañ), e teuas da vezañ dic'hizet un tamm e dibenn ar brezel daoust ma chomas un ardivink a-zoare pa veze kaset gant levierien a-feson ha gwall zañjerus e-se evit nijerezed ar Re Gevredet.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- [1]
- Bf 109 Adc'hreiañ
- Falcon's Messerschmitt Bf 109 Hangar – Photoarchive (en alamaneg, tammoù traoù e saozneg)
- Das Archiv der Deutschen Luftwaffe ("Luftwaffe Archive")