Hugo Pratt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
1989
1989

Hugo Pratt (bet ganet d’ar 15 a viz Even 1927 e Rimini, Italia ha marvet e Pully e Suis, d’an 20 a viz Eost 1995) a zo un tresour ha ur senarioer bannoù-treset italian. Brudet eo evit bezañ ijinet Corto Maltese. E-touez perzhioù pennañ e oberenn e kaver an temoù da heul : beajoù, troioù-kaer, gouiziegezh ha rinouriezh. Brudet eo ivez evit nerzh e dresadennoù gwenn ha du hag e varregezh da implijout ar peurzisheñvelder.

Ur vuhez evel ur romant[kemmañ]

Diaes eo gouzout pe lodenn eus e vuhez a zo gwir ha pe lodenn a zo bet ijinet gantañ. Eñ e-unan a lavaras en doa trizek doare disheñvel da gontañ e vuhez, hag e oa diaes dezhañ gouzout hag un doare anezho a oa gwir pe get.[1] En ur mod e c’hallfe bezañ unan eus tudennoù e oberenn, ra damheñvel ouzh buhez Corto Maltese eo bet e hini, a-fet beajoù ha kejadennoù.

E yaouankiz[kemmañ]

E Venezia e kasas e vugaleaj. Da 10 vloaz ez eas da Abisinia gant e vamm, gant ar pal adkavout e dad (soudard a-vicher e oa) eno. [2] Aloubet e oa ar vro gant Italia abaoe 1935.

Pa darzhas an eil brezel bed ec’h emouestlas gant e dad e polis an trevadennoù, a-benn stourm a-enep d’an dizalc’hourien. [3]. Goude argadenn ar saozon e 1941, e welas an impalaer Haile Selassie Iañ e kêr Addis-Abeba. Kaset e voe familh Pratt en ur c’hamp prizonidi. Klañv e kouezhas e dad, hag e varvas e-keit ma oa prizoniad. Hugo hag e vamm a voe adkaset da Italia gant ar Groaz Ruz e 1943. Reuz a oa en Italia abalamour d’ar brezel, ha dindan beli an alamaned e oa Venezia. Harzet e voe Pratt gant SS peogwir e soñje dezho e oa ur spier eus Afrika ar Su. Engouestlet e voe e polis-mor an Trede Reich, goude triwec’h devezh e teuas a-benn da dec’hout kuit ha neuze e labouras e-giz troour hag aozer abadennoù evit ar Gevredidi betek 1946.

An ijin[kemmañ]

Kregiñ a reas gant ar vicher tresour e 1945, goude bezañ kejet ouzh Mario Faustinelli hag Alberto Ongaro , hag a oa o paouez krouiñ un ti-embann. Kinnig a rejont da Bratt tresañ L’Asso di Picche, diwar skouer gourharozed ar Stadoù-Unanet evit ar gelaouenn Albo Uragano. E-pad pevar bloaz e voe embannet istorioù Pratt, gant senariooù skrivet gant Mario Faustinelli. E-keit ma trese e profite ivez Pratt evit beajiñ, a-benn kaout mennozioù. D’ar mare-se neuze e veajas e Amerika ar Su hag er peurrest eus Europa. Buan e voe brudet e labour e Arc’hentina, hag an embanner Cesare Civita a ginnigas dezhañ dont da labourat e Buenos Aires. Asantiñ a reas Pratt, hag eno e chomas betek 1949.

E 1959 ez eas Pratt da Londrez hag e labouras evit ajañs Fleetway : tresañ a reas unnek rummad istorioù brezel evit ar gelaouenn War, Picture Library. Goude-se en em stalias e São Paulo e-pad ur bloaz, eno e kelennas an tresañ e Escuela Panamericana de Arte. E 1962 e tistroas da Vuenos Aires, eno e savas Wheeling ha Capitan Cormorant. Un nebeud mizioù goude e savas un enkadenn armerzh e Arc’hentina hag e tistroas da Italia. Distro e Venezia, e labouras evit ar gelaouenn Corriere dei Piccoli hag e savas meur a istor evel Simbad il marinaio e 1963. Lakaat a reas ivez div oberenn skrivet gant Robert Louis Stevenson e bannoù-treset : L’Isola del tesoro (Treasure Island) hag Il Ragazzo rapito (Kidnapped !), e 1965. Ouzhpenn da se e kendalc’has da veajiñ e Brazil, Etiopia ha Laponia.

E miz Even 1967 ez eas e darempred gant Florenzo Ivaldi hag a oa o vont da lakaat embann ur gelaouenn nevez, Sergent Kirk he zitl. An niverenn gentañ a zeuas er-maez e miz Gouere, enni pajennoù kentañ un istor savet penn-da-benn gant Pratt hag anvet Una ballata del mare salato. Enni e kaver tudenn Corto Maltese evit ar wech kentañ. Met ne reas ket berzh ar gelaouenn, ha chom a reas a-sav e dibenn 1969. Dilabour en em gavas Pratt, neuze e tistroas da Etiopia gant ar pal adkavout bez e dad. E gavout a reas e-kichen Harar. Gweladenniñ a reas ivez Kenya ha Tanzania.

E miz Du 1969 e voe aozet 5vet Saloñs etrevroadel ar c’homics e Lucca. Eno e kejas Pratt gant Georges Rieu, pennskrivagner Pif Gadget, hag a ginnig dezhañ lakaat embann e oberennoù er c’hwec’hkorn. Asantiñ a reas Pratt hag e teuas d’en em staliañ e Saint-Germain-en-Laye. Troioù-kaer Corto Maltese a voe embannet e Pif evit ar wech kentañ e miz Ebrel 1970. Ouzhpenn ugent re all a voe, betek 1973. An holl istorioù-se a gaver e-barzh an albomoù anvet Sous le signe du Capricorne, Corto toujours un peu plus loin, Les Celtiques ha Les Éthiopiques. Met ne blijas ket da lennerien ar gelaouenn, na d’ar re a rae war-dro kennebeut. Pratt a guitaas Pif neuze, hag e tistroas da Etiopia. Etre miz Gouere 1973 ha miz Genver 1974 e voe embannet La Ballade de la mer salée er gelaouenn France-Soir. Skignet e voe an albom gant Casterman e 1975. Adalek miz C’hwevrer 1973 e voe embannet Les Scorpions du désert e-barzh Tintin. Meur a albom all a savas etre 1974 ha 1980, hag embannet e voent e meur a vro en Europa. E 1976 ez eas Pratt da Ganada d’ober prezegennoù diwar-benn istor indianed Amerika. E miz C’hwevrer e voe krouet ar gelaouenn (A SUIVRE) gant Casterman, enni e voe embannet istorioù nevez Corto Maltese. Yaouankiz an haroz a voe embannet er gelaouenn Le Matin de Paris etre miz Mae 1981 ha miz Genver 1982. E 1983 e veajas Pratt en Iwerzhon hag er Stadoù-Unanet.

E 1984 en em stalias Pratt e Grandvaux e Suis hag er bloaz goude e reas war-dro ur raktres nevez : lakaat embann ar gelaouenn Corto. Kenderc’hel a reas da veajiñ hag ez eas da Djibouti, distreiñ a reas da Arc’hentina, ha goude-se Chili, enezenn Pask, Perou, Mec’hiko, Guatemala ha Honduras. An istorioù anvet Le Elvetiche ha Mu la città perduta a zeuas er-maez e 1987 hag e 1988. E miz Even ha miz Gouere 1992 e tistroas d’ar Meurvor Habask : enezenn Pask en-dro, Ginea Nevez, hag ivez inizi Cook ha Samoa, Tahiti ha Tetiaroa. E 1995 e voe embannet Dans un ciel lointain er gelaouenn (A SUIVRE). Un nebeud oberennoù all a savas goude, met klañv e oa dija. Mervel a reas abalamour d’ur c’hrign-bev d’an 20 a viz Eost 1995.


Notennoù[kemmañ]

  1. Le Désir d’être inutile, Embannadurioù Robert Laffont, 1991.
  2. Hiziv an deiz eo anvet ar vro-se Etiopia.
  3. Pratt a lavaras e oa bet «soudard yaouankañ Benito Mussolini ».

Liammoù diavaez[kemmañ]