Pif

Eus Wikipedia
Pif norzhamerikan eus an 19vet kantved
graet gant George ha Frederick Cloos
hervez patrom re Walter Crosby[1]
Ur pif gant un alc'hwez

Pif a reer eus ur fleüt-treuz vihan e prenn, skiltr ha kreñv he son.
Pifal a lavarer evit "seniñ ar pif", ha pifer(ez) a lavaret eus unan a son ar pif.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus Suis e teu ar ger Pfif, diwar an alamaneg Pfeife ("korzenn", "tuellenn"). Arveret eo abaoe deroù ar 16vet kantved[2].
Kar eo "pif" dre e orin ouzh ar saozneg pipe, fife hag ar galleg pipeau, fifre.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur benveg seniñ dre c'hwezh eo ar pif, graet gant ur gorzenn enni c'hwec'h toull a stanker gant ar bizied evit seniñ ur skeulenn diatonek. Lod pifoù o deus ur seizhvet toull, gant un alc'hwez metalek a-wezhioù, a zegas un notenn eus ar skeulenn gromatek. Bez' ez eus pifoù 10 pe 12 toull enno e c'haller seniñ ur skeulenn gromatek klok ganto. Un toull zo tost da benn ar gorzenn evit ma c'hwezhfer drezañ en ur zerc'hel ar benveg a-dreuz[3].
E prenn e vez graet ar pifoù peurliesañ : beuz, Berchemia zeyheri, Colophospermum mopane, Dalbergia latifolia, Dalbergia melanoxylon ha prennoù kalet all. Lod prennoù teneroc'h evel skav-gwrac'h pe gaki a vez arveret ivez, koulz ha korz bambouz. Bremañ e vez graet pifoù e metal pe zoken e mezell.
Alies e vez lakaet gwalennoù metal en daou benn eus ar pif evit ma vije solutoc'h. Lod pifoù zo savet e daou damm, an eil o riklañ war egile a-benn seniñ ur skeulenn skiltr pe skiltroc'h.

Tonegezh ha skeuliad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

LA♭ (SOL#) eo tonegezh[4] ar pif peurliesañ. Ur benveg treuzlec'hier eo, da lavaret eo e son ul LA♭ pa vez un DO skrivet war ar regenneg[5].
Setu amañ skeuliad[6] ar pif, hag an notennoù a vez skrivet :

Skeuliad ar pif

LA♭

SI♭

DO

RE♭

MI♭

FA

SOL

Notennoù skrivet

DO

RE

MI

FA

SOL

LA

SI

  • Ouzhpenn bout ur benveg treuzlec'hier e son ar pif un eizhvedell[7] skiltroc'h eget ar sonerezh skrivet : pa vez skrivet DO (261.63 Hz) e taol ar pif un DO 523,26 Hz.
  • Lod lazoù-seniñ a skriv o sonerezh en donegezh RE, ar pifoù o seniñ e SI♭ neuze, alese an anv a bif e SI♭ a roer d'ar binvioù implijet el lazoù-seniñ. Lod pifoù zo kentonet e DO pe e RE avat.
  • Peogwir eo ar pif ur fleüt vihan hag eeun ne c'hall bout kentonet reizh nemet e SI♭, Mi♭ ha FA (RE, SOL ha LA skrivet) hag en o skeulennoù leiañ SOLm, DOm, REm (SIm, MIm ha FA#m skrivet). En holl donegezhioù all e vez mui pe vui e-maez skeulenn, ar pezh a zo unan eus perzhioù ar benveg.
  • Teir eizhvedell a c'heller seniñ gant ur pif pa vezer barrek-kenañ, hogen an div izelañ hepken a vez goulennet gant al lazoù abalamour ma 'z int ar re greñvañ, a c'hall bout klevet a bell.

Ar pif e sonerezh ar pobloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Édouard Manet : Soner fleüt yaouank, pe Ar pifer, 1866

Adal ar 16vet kantved e veze sonet ar pif en Europa evit kas korolloù en holl zereoù ar gevredigezh. Sonet e vez c'hoazh, e-unan pe gant un daboulin, en Okitania[8], en Iwerzhon, en Asturies hag e Galiza.
E deroù aloubidigezh Amerika e veze paotoc'h eget forzh pe vengeg all dre ma oa bihan, skañv ha kreñv. Sonet e vez c'hoazh er Stadoù-Unanet, ma 'z eus ur rann eus ar sonerezh blues[9] a vez pifoù enni, da heul ar sklaverezh.
E Brazil, ma vez anvet pife (/'pi:f/), e soner ur c'hemmesk etre sonerezh hengounel Indianed Norzhamerika, hini Afrikiz ha hini Europiz.

Ar pif el lu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma vez bihan, skiltr ha klevet a bell e veze ar pif implijet er brezel adal an Azginivelezh en Europa, degaset ma oa bet gant gopreidi suis hag alaman. Par da hini ar sonerien binioù en armeoù ar Rouantelezh-Unanet e oa perzh ar Soldatenpfeife d'ar mare : gervel d'an armoù, d'ar predoù, luskañ an armead war vale (gant skoazell an taboulinoù), ha seniñ evit plijadur ar soudarded pa vezent o tiskuizhañ.
Adal deroù an 19vet kantved e voe ar pifoù dilezet tamm-ha-tamm tra ma veze klevet mui-ouzh-mui son kouevrek ar c'hleron.
Klevet e vez son ar pifoù el luioù c'hoazh a-dreuz ar bed, pa vez lid pe lid : en Alamagn, e Chile, en Iwerzhon, er Rouantelezh-Unanet, e Rusia, er Stadoù-Unanet hag e Suis ivez.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • DANHAUSER Adolphe-Léopold, Théorie de la musique, H. Lemoine, Paris, F, 1994, ISBN 978-0-230-92226-6
  • HERBERT Pêrig, EWAN Jil, Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh, Lesneven, BZH, 1990, ISSN 0769-0088

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Fifes & Drums
  2. Random House Webster's College Dictionary ISBN 978-0-375-42561-5, Le Petit Robert ISBN 978-2-321-00042-6
  3. Vitrifolk.be
  4. Strollad ar sonioù a ya da sevel ur skeulenn diatonek. Da souker : Do eo tonegezh ar skeulenn DO, RE, MI, FA, SOL, LA, SI tra ma 'z eo Mi♭ hini ar skeuliad MI♭, FA, SOL, LA♭, SI♭, DO, RE
  5. Al linennoù ma vez skrivet notennoù ar sonerezh
  6. Strollad ar sonioù a c'hall bout taolet gant ur vouezh ha, dre astenn, gant ur benveg seniñ
  7. Div wezh skiltroc'h, da geñver al LA 440 Hz a reol al lazoù-seniñ. Gwelit Notenn sonerezh.
  8. Ar pifoù e bro Nice, Bro-C'hall
  9. Blues and History