Haile Selassie Iañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Haile Selassie Iañ, d'ar 1añ a viz Here 1963 e Washington.

Haile Selassie I, (ganet Tafari Makonnen d'an 23 a viz Gouere 1892 en Ejersa Goro en Etiopia hag aet da anaon d'ar 27 a viz Eost 1975 en Addis Abeba, en Etiopia), a oa bet impalaer diwezhañ Etiopia etre 1930 ha 1936 hag etre 1941 ha 1974. Sellet e vez outañ gant ar pep brasan eus ar Rastaed evel « rener an Douar hervez al lezenn » (Earth's rightful ruler) hag ouzhpenn evel ar Mesiaz, abalamour d'e lignez a zeufe, hervez hengoun an Iliz reizhkredour etiopat, eus ar rouanez Salaun ha David.


Yaouankiz[kemmañ]

Ganet eo bet Haile Selassie e kêriadenn vihan Ejersa Goro en Etiopia (proviñs Harar) ha badezet e oa Tafari Makonnen. E dad e oa Ras Makonnen, gouarnour Harar hag e vamm e oa Woyzero (wäyzäro, itron) Yäshimabät Ali. N'en deus ket anavezet e vamm, marvet diwar ar c'holera d'ar 14 a viz Meurzh 1894. E dad, en doa bet ur roll bras e trec'h Adwa a-enep an Italiened (1 a viz Meurzh 1896), a varvas d'an 21 a viz Meurzh 1906, hag e fizias Tafari d'an imapalaer Menelik II (Dagmawi Menilek ).

E miz Gouere 1911 e timezas Woyzero Menen Asfaw, merc'h Jantirar Asfaw a Ambassel ha merc'h-vihan a-berzh he mamm eus ar roue Mikael ar Wollo (Wallo). C'hwec'h bugel o doe an imapaler Haile Selassie hag e wreg Menen : ar briñsez Tenagnework, ar priñs kurunennet Asfaw Wossen, ar briñsez Tsehay, ar briñsez Zenebeworq, ar priñs Makonnen dug Harrar, hag ar priñs Sahle Sélassié. Haile Selassie en doa ivez ur verc'h all, bet en un eured all : ar briñsez Romaneworq.

Ar galloud[kemmañ]

Haïle Selassie I, 1930

D'ar 27 a viz Gwengolo 1916, ur vodadeg noblañs, gant asant an Iliz reizhkredour etiopat, a dorras diwar e garg an impalaer Lij Yassou (Yassou V), mab-bihan hag hêr an impalaer Ménélik II, abalamour ma oa diskred warnañ e oa deuet da vezañ muzulmad. Merc'h Menelik, Zaoditou (Zawditu) a oa lakaet neuze impalaerez Etiopia hag he c'henderv , Ras (dug) Tafari, Priñs hêr (alga-werash) ha rejant ar gurunenn (ïnderassie). Evel Ras Tafari (An hini zo doujet en amhareg), e renas ar vro dindan ren e genitervez an impalaerez Zaoditou ha goude evel roue (nïgus) adalek 1928 (7 a viz Here) beket 1930. Pa'z eas Zaoditou da anaon d'an 2 a viz Ebrel 1930, e teuas da vezañ impalaer. Kurunennet e oa d'an 2 a viz Du 1930 dindan an anv « Haile Selassie I (Galloud an Dreinded), Roue rouanez Etiopia, aotrou an aotronez, Leon alouber meuriad Juda, goulou ar bed, dilennad Doue[1] ».

Diorren a reas ar politikerezh modernaat war-gresk a oa roet lañs dezhañ gant an impalaer Menelik II, ar pezh a roas he zu da Etiopia da zont da vezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù e 1923. Embann a reas kentañ bonreizh ar vro e 1931. Lemel a reas ivez ar sklavouriezh en impalaeriezh dre zekredoù 1918 ha 1923.

An eil brezel italian-hag-etiopiat ha distro an harlu[kemmañ]

Da-heul c'hwitadenn Kevredigezh ar Broadoù evit lakaat un termen d'an eil brezel italian-hag-etiopat goude aloubadeg an Italianed e 1935 e oa ret dezhañ mont en harlu e-doug 5 bloaz, ma reas e annez e Bath e Breizh-Veur (etre ar 5a viz Mae 1936 hag ar 5 a viz Mae 1941). A-drugarez da zieubidigezh prim e vro gant ar Saozon hag ar C'hallaoued (renet gant ar c'homandant Monnier), Haile Selassie a bignas adarre war e dron hag e kemeras en-dro e bolitikerezh modernaat ha diorren.

Ur rener afrikat[kemmañ]

En em glevet a rae mat gant ar prezidant amerikan Franklin Roosevelt hag ivez gant at gevredidi all. A-drugarez d'an dra-se e teuas a-benn da lakaat Etiopia da vezañ ezel en ABU kerkent ha ma oa savet hemañ. E-pad ar Brezel yen e chomas didu e Stad. O kemer perzh e Kendalc'h Bandung, Selassie a labouras ivez a-du gant dizalc'hiezh ar c'hevandir afrikat hag evit e unvanidigezh. Aozadur Unaniezh Afrika (AUA) a oa savet e 1963 war e intrddu ha choaz a reas Addis Abeba evit e sez.


Modernadur hag enkadenn[kemmañ]

Da-heul un esae taol-Stad e miz Kerzu 1960, a kemeras perzh ennañ ar priñs-hêr Asfaw Wossen, e renas ur politikerezh mirouroc'h, o lakaat Etiopia da harpañ ar C'hornôg a-enep ar gouarnamantoù afrikat radikaloc'h. Kresk an displijadur e-touez ar studierien hag an uhelidi a zegasas un taol-Stad renet gant an Derg, ur strollad soudarded, en o zouez Mengistu Haile Maryam, d'an 12 a viz Gwengolo 1974.

Embann a reas ar mediaoù e vije bet marvet e prizon d'ar 27 a viz Eost 1975, da-heul un oberatadennn diwar ar prostat. Gwirheñveloc'h eo e vije bet lazhet ouzh e dagañ pe ouzh e vougañ. Interet e oa e gelan en un toull-bac'h kozh, dindan burev an diktatour Mengistu a oa diskaret e-unan e 1991. Adkavet e oa korf an impalaer e 1992, ha lidet e oa e obidoù dirak ar bobl d'ar 5 a viz Du 2000 en Iliz-Veur an Dreinded en Addis Abeba.

RasTafari[kemmañ]

E-touez dalc'herien an emsav Rastafari, un emsav speredel diwanet er bloavzhioù 1930 e Jamaika dindan levezon an emsav « Back to Africa » (Distro en Afrika) kaset en-dro gant Marcus Garvey ha dindan levezon prezegennoù Leonard Percival Howell, e vez sellet ouzh Haile Selassie evel ur mesiaz du hag a gaso an diaspora hag ar pobloù afrikan etrezek ar frankiz. Kalz Rastaed a soñj dezhe ez eo bev Selassie c'hoazh. Embann e varv a vefe ul lodenn eus un irienn zo he fal divrudañ o speredelezh. Lod all a embann ez eo bev atav Jah, Da lâret eo Doue, ha pa ne vefe ket tu da welet Selassie war an douar.

Ur brezegenn distaget gant Haile Selassie dirak ar Broadoù Unanet e 1963 zo deuet da vezañ unan eus sonioù brudetañ Bob Marley : "War", war an albom Rastaman Vibration. Komz a rae an imapalaer eus peoc'h hag eus esperañs, dreist-holl, eus poan ivez met atav eus difeulsterded.


Haile Selassie Iañ a oa e penn Iliz reizhkredour etiopat ha betek e weladenn e Jamaika e 1966, n'en deus morse kadarnaet pe nac'het e oa Doue[2]. E-pad ur weladenn ofisiel e Jamaika e 1966, ma oa saludet Selassie gant un engroez niverus-kenañ kerkent ha degouezhet en aerborzh, a oa fromet bras an impalaer. Pa oa e Jamaika e nac'has diarbenn kredenn ar Rastafaried e oa Doue anezhañ[3][4]. Goude e weladenn e lavaras d'ur beleg etiopat, Abuna Yesehaq Mandefro : « Ur gudenn zo e Jamaika ... Skoazellit an dud-se. Kompren a reont fall, ne gomprenont ket hor sevenadur ... ezhomm o deus un iliz diazezet ha choazet oc'h evit mont di ». Kregiñ a reas an Iliz reizhkredour etiopat neuze da labourat e Jamaika evit gounit ar rastaed d'ar gristeniezh tewahedo. Hervez mammennoù zo e nac'has neuze e oa Doue anezhañ[5][6][7][8].

Notennoù[kemmañ]

  1. Gärmawi Qädamawi Haylä Sellassé, negusä nägäst zä'Ityopya, moa anbessa zä'emnägädä yehuda, berhanä aläm, seyumä Egziabhér (en amhareg)
  2. Must God Remain Greek?: Afro Cultures and God-Talk, Robert E. Hood, p. 93 ISBN 0-8006-2449-1
  3. Reggae Routes: The Story of Jamaican Music, Kevin O'Brien, p. 243. ISBN 1-56639-629-8
  4. "African Crossroads - Spiritual Kinsmen", The Daily Nation, 24 a viz Kerzu 2007
  5. "Ethiopians in D.C. Region Mourn Archbishop's Death", Washington Post, 13 a viz Genver 2006
  6. "Bob Marley Anniversary Spotlights Rasta Religion", National Geographic
  7. "Haile Selassie I - God of the Black race, BBC
  8. Mirror, Mirror: Identity, Race and Protest in Jamaica, Rex Nettleford, William Collins and Sangster Ltd., Jamaica (1970)

Levrlennadur[kemmañ]

  • Gontran de Juniac, Le dernier Roi des Rois. L'Éthiopie de Haïlé Sélassié, Paris, L'Harmattan, 1994 (1re éd. Plon, 1979), ISBN 2-7384-2757-X.
  • Denis Gérard, Ras Tafari. Haïlé Sélassié, Apt/Barcelone, L'Archange Minotaure, 2006, ISBN 2-914453-81-7.