Marcus Mosiah Garvey
Eus Wikipedia
Marcus Mosiah Garvey pe Marcus Garvey (17 a viz eost 1887, Saint Ann's Bay, Jamaika – 10 a viz Mezheven 1940, Londrez) a zo ur bleiner du an XXvet kantved. Tremen a ra da brofed an emzav rastafari. Dont a ra e gentanv Moses pe The Black Moses eus ar profed Moizez. Diaraoger an hollafrikanouriezh e veul unvaniezh ar re zu er bed a-bezh dre e gazetenn, The Negro World, hag e soñj dezhañ eo ret da ziskennidi ar sklaved zu distreiñ da Afrika (ar pezh a vez graet « Back to Africa » anezhañ).