Derg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Derg a oa un diktatouriezh soudardel komunour a renas Etiopia adalek 1974, goude ma voe lamet ar galloud digant an impalaer Haile Selassie.

Krouet e voe an Derg e miz Even 1974 gant soudarded eus arme Etiopia hag a oa emsavet e penn kentañ ar bloaz. 120 ezel a yae d'ober anezhañ pa voe savet ha war zigresk ec'h eas o niver bep ma voe skarzhet pe lazhet lod anezhe. Buan e kreskas galloud an Derg hag er mizioù war-lerc'h e grouidigezh e voe harzhet ha bac'het politikourien, ofisourien pe izili eus lez an impalaer. D'an 12 a viz Gwengolo 1974 e voe distroadet ha bac'het Haile Selassie ha d'ar 15 e voe renet ar gouarnamant gant an Derg.

Aman Andom a voe anvet prezidant an Derg betek ma tistrofe ar priñs Amha Selassie hag a oa en Europa d'ar c'houlz-se. Tabut a savas etre ar priñs hag izili radikalañ an Derg. Harzhet e voe Amha Selassie ha lazhet asambles gant 60 ezel eus ar gouarnamant impalaerel d'an 23 a viz Du 1974. Ar vonarkiezh a voe torret ent-ofisiel e miz Mae 1975 ha disklêriet e voe ar varksouriezh-leninouriezh ideologiezh ofisiel ar Stad. D'an 22 a viz Eost 1975 e varvas Haile Selassie e degouezhioù amsklaer.

E 1987 e voe divodet an Derg, embannet ur Vonreizh nevez hag anvet ar vro Republik Pobl Etiopia. Met izili an Derg a chomas e postoù pouezusañ ar gouarnamant ha Mengistu, e penn an Derg abaoe 1977, a chomas prezidant.

Er prantad ma voe gouarnet Etiopia gant an Derg e renas ur brezel diabarzh ha lazhet e voe degadoù a viliadoù a eneberien ouzh ar renad. Ur gouvrezel a voe gant dizalc'hourien Eritrea. Emgannoù a voe ivez pa glaskas Somalia aloubiñ ar vro e 1977. Tost-mat e oa Etiopia neuze ouzh an Unaniezh Soviedel. An naonegezh a reas he reuz er bloavezhioù 1980 hag 1 milion a dud a varvas ganti.