Hissène Habré

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hissene Habre 2066.jpg

Hissène Habré (ganet e 1942) zo ur politikour bet prezidant Tchad etre 1982 ha 1990.

Goude e studioù war ar skiantoù politikel e Pariz (Bro-C'hall) e tistroas da Dchad e 1971 hag e labouras er gouarnamant. Goude-se e kuitaas e vro da vont da Libia hag emezelañ er FAN (Forces armées du Nord), ur strollad emsavidi eus Tchad. D'an 29 a viz Eost 1978 e teuas da vezañ Kentañ Ministr Tchad e gouarnamant ar prezidant Félix Malloum. D'ar 7 a viz Even 1982 e tistroadas Goukouni Oueddei, dilennet da brezidant e 1979, gant un taol-Stad skoazellet gant ar CIA. Mont a reas neuze da brezidant.

Sikouret e voe Habré gant SUA ha Bro-C'hall er brezel etre Tchad ha Libia. Aloubet e oa bandenn Aozou, e norzh Tchad, gant arme Mu'ammar al-Qaddafi hag e 1983 eo norzh a-bezh Tchad hag a oa dindan dalc'h Libia. Met e 1988, gant skoazell an div Stad eus ar C'hornôg, e voe lakaet un termen d'ar brezel, gounezet gant Tchad.

E fin 1990 e voe distroadet Habré gant un arme emsavidi renet gant Idriss Déby. Habré a skarzhas kuit da Gameroun ha kavout repu goude-se e Senegal.

E-pad ren Hissène Habré hag a badas betek 1990 e voe harzet, jahinet ha lazhet miliadoù a dud. En un teul embannet gant gouarnamant Tchad 1992 ez eus kaoz eus 40.000 den muntret ha 200.000 den jahinet. E 2008 e voe kondaonet d'ar marv dre zesfailh gant ul lez-varn eus Ndjamena.