Redon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


Kumunioù Breizh
Redon
Blason ville fr Redon (Ille-et-Vilaine).svg
Departamant Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro Gwened
Arondisamant Redon
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù bro Redon
Bro 'Voynet' Bro Redon hag ar Gwilen
Pastell-vro votiñ
Kanton Kanton Redon
Kod INSEE 35236
Kod post 35600
Maer
Amzer gefridi
Vincent Bourguet
2008-2014
Gorread 1 509 ha = 15 09 km²
Hed ha led 47° 39’ 08" Norzh, 02° 05’ 01" Kornôg
Uhelder keitat : 12 m
bihanañ : 0 m
brasañ : 73 m
Poblañs hep kontoù doubl 10 376
(2007)
Stankter 688

Redon a zo ur gumun hag ur gêr eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Redon hag Arondisamant Redon eo.

Redon

Taolenn

[kemmañ] Istor

Deveret eo an anv Redon eus ur ger keltiek kozh : roto (ar rod) ha n'en deus netra da welet gant anv Roazhon (pe hini ar Riedones (pobl c'halian tro-dro da Roazhon). A-drugarez d'ar Gwilen e oa bet kreñv ar c'henwerzh en arvor er Grennamzer. Chom a ra c'hoazh tiez kozh armatourien war ar porzh.

[kemmañ] XIX vet kantved

[kemmañ] XXvet kantved

Eil Brezel-bed:

[1];

[kemmañ] Ger-stur Redon

"Kêr vihan, brud vras" : skrivet eo ar frazenn-mañ e-tal an ti-kêr.

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ] Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1
Hollad 1

Soudard en Tirlu e oa. Marvet eo d'ar 5 a viz Here 1939 e-pad an Eil brezel-bed. [3].

[kemmañ] Douaroniezh

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2006

[4]

[kemmañ] Melestradurezh

[kemmañ] Brezhoneg

Ur roll pouezus zo bet c'hoariet gant kêr Redon en istor ar brezhoneg. Ac'haleno e teu ar pep brasañ eus ar pezh a anavezer eus an henvrezhoneg a-drugarez da diellevr Redon.

Unan eus an nebeud kêrioù eus Breizh-Uhel ganti ur ger-stur brezhonek eo Redon.

[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg

D'an 10 a viz Here 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

[kemmañ] Kelenn d'ar vugale

Kerkent ha votet al lezenn Deixonne e 1951 e voe digoret kentelioù brezhonek e lise prevez ar Salver e Redon. E-kerzh ar bloavezhioù 70 e veze kelennet istor ha sevenadurezh Breizh bep sizhun d'an holl liseidi e lise ar Salver. Er bloavezhioù 1978 ha 1979 e oa kentelioù brezhoneg gant Herve Frangeul eno ha, goude-se, gant Brigitte Corne. Herve Frangeul a ginnige ivez kentelioù istor ha yezh e lise publik Beaumont e dibenn ar bloavezhioù 1970. Goude-se e voe Fulup Lanoë a gelennas ar yezh eno e-kreiz ar bloavezhioù 80 kent na voe tro ar c'helenner Jean-Jacques Boisdron e lise Beaumont hag e skolaj publik Bellevue.

E Redon eo bet o kelenn ivez Pierrick an Danteg, Louis Lijour, Jakez-Erwan Mouton ha Yann Duchet

E 1988 e oa bet goulennet gant kerent 62 bugel eus Redon ma vefe savet ur skol zivyezhek e kêr met ne voe nemet e 1997 ma voe aotreet digeriñ an hentad divyezhek kentañ. Berzh a reas hepdale.

E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 14,7% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [5]

E distro-skol 2010 e oa enskrivet 177 skoliad er c'hlasoù divyezhek (13,6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [6]

  • Niver a vugale skoliet e klasoù divyezhek Redon :
er skolioù
Bloavezh Skolioù publik

Ar Gorriganed
& Ar Chafotoù

Skol gristen

an Itron Varia

sammad
1997 23
0 23
1998 40 0 40
1999 52 0 52
2000 70 0 70
2001 74 49 123
2002 84 56 140
2003 90 63 153
2004 81 70 151
2005 74 77 150
2006 72 86 158
2007 76 97 173
2008 80 99 179
2009 67 110 177
er skolajoù
Bloavezh Skolaj publik
Beaumont
Skolaj prevez
Ar C'hleuz Sant Jozeb
Sammad
2004 0
2005 7
2006 9
2007 24 15 39
2008 24 18 42

[kemmañ] Kelenn d'an dud deuet

E 1979 e oa kentelioù brezhoneg e kreizenn sokial Redon gant ar gevredigezh Koun Nominoe hag e 1983 e voe krouet kleub ar vrezhonegerien evit bodañ ar yezherien a felle dezho eskemm e brezhoneg pe deskiñ lenn ha skrivañ. E 1987 e voe krouet ar gevredigezh Gwezenn gant Emile Granville evit kelenn ar yezh. Abaoe ez eus bet kentelioù dizehan e kêr bep bloaz.

[kemmañ] Prizioù dazont ar brezhoneg

  • E 2009 e oa bet roet da di-kêr Redon eil Priz dazont ar brezhoneg, rummad "Strollegezhioù" gant Ofis ar Brezhoneg. [1]

[kemmañ] Buhez sevenadurel

  • Gouel ar c'histin (foar an Teillouse) e fin miz Here pep bloaz. E-pad foar an "Teillouse" e vez debret kistin krazet, ur meuz dibar eus Redon. Met klañv eo ar gwez kistin e Bro Redon. Digreskiñ a ra ar produiñ kistin abaoe 30 vloaz.
  • Bugale skol an Itron-Varia ha skolajidi ar C'hleuz o deus savet ur bladenn get Erwan Burban e 2006. Titl ar bladenn a zo "A benn dilun".
  • E Redon ez eus ur skol sonerezh klasel hag ur skol sonerezh hengounel (gant 500 skoliad e pep hini anezho).


[kemmañ] Tud istor Breizh

[kemmañ] Nevenoe

Nevenoe a oa rieg Breizh e 819. Gounezet en deus e 845 un emgann e Baen a-enep d'ar Franked. An Istorour Arthur De La Borderie en doa graet anezhañ : " Tad ar Vro ". E koun Nevenoe e oa bet savet un delwenn war plasenn an iliz e Baen.

[kemmañ] Sant Konwoion

Savet e oa bet Redon en 832 gant Konwoion. Ar manac'h Konwoion en doa savet ivez un abati hag un iliz etre 842 ha 853. Un delwenn zo bet staliet e-tal skolaj Bellevue, war dosenn Beaumont.

[kemmañ] Tud vrudet

[kemmañ] Gevelliñ

[kemmañ] Daveennoù

  • Contribution à l'enseignement de la langue bretonne dans le Pays de Redon; Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg; bloavezhioù 1980, hep deiziad.

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

[kemmañ] Notennoù ha daveoù

  1. Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 24
  2. Eric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.142, Éditions Astoure, 2008
  3. Commonwealth War Graves Commission
  4. EBSSA
  5. Ofis ar Brezhoneg
  6. Ofis ar Brezhoneg
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all