Strollad Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Strollad Breizh
Logo-SB.jpg
Prezidant Yves Pelle
Krouidigezh 2002
Sez contact@partibreton.org

Kazetenn
'
{{{option-2}}} {{{valeur-2}}}
{{{option-3}}} {{{valeur-3}}}
{{{option-4}}} {{{valeur-4}}}
{{{option-5}}} {{{valeur-5}}}
{{{option-6}}} {{{valeur-6}}}
Ideologiezh emverouriezh, sokial-frankizouriezh, kreizouriezh
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall {{{gall}}}
Kenvreuriadur european {{{european}}}
Kenvreuriadur etrevroadel {{{etrevroadel}}}
Livioù* glaz
Lec'hienn internet www.partibreton.org (e brezhoneg)
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

Strollad Breizh a zo ur strollad politikel broadelour breizhat, e c’hoant bezañ krouiñ ur “Republik Breizhat”, ezel eus Unvaniezh Europa.

Programm[kemmañ]

Krouet eo bet ar strollad politikel-mañ e 2002. C’hoant en deus reiñ da Vreizh (hini ar 5 departamant) an ensavadurioù evit he diorroidigezh armerzhel, sokial, sevenadurel, politikel hag e-keñver an endro. E bal a zo kaout ensavadurioù heñvel ouzh re broadoù all e Europa, da skouer Bro-Skos, Bro-Iwerzhon pe Katalonia.

Dre welout Breizh evel ur broad (gant gwirioù en Europa eta) e c'houlenn Strollad Breizh krouiñ ur Stad breizhat ezel eus Unvaniezh Europa. Hec'h ensavadurioù a vo anavezet en Europa hag er bed a-bezh d’ar mare-se. Ouzhpenn ar bennaenn (ur broad en deus gwirioù), Breizh en deus pep tra da c’hounit gant an dishualded e-keñver an armerzh hag ar sokial, ar sevenadur pe an en-dro.

Mennozhioù[kemmañ]

Lugan Strollad Breizh a zo : « Breizh, ur vro dishual hag adunanet ».
En ur studiañ abegoù « sac’hadur al luskadoù politikel breizhat », ar strollad a asur kaout c’hoant « gwelet ar Vretoned evel m'emaint ha n'eo ket evel m’hon eus c’hoant e vefent ». E-keñver an tuioù a-gleiz pe a-zehoù emañ Strollad Breizh etre ar demokratelezh sokial hag an demokratelezh sokial-ha-frankizour, pa'z eo ar pal pennañ krouiñ ensavadurioù. An unvaniezh eo eo lakaet war-wel, gant ar youl strollañ tud kizidigezhioù a bep seurt ganto. Gant 600 ezel, en o zouez tud hag a stourm evit ur strollad politikel evit ar wech kentañ, Strollad Breizh en deus en e vurev izili eus ar c’hreizh-kleiz evel Jean-Paul Moisan, kelenner hag embregerer e Naoned, pe kreiz-dehou evel Gérard Olliéric, ar prezidant kent.

Engouestloù a bep seurt[kemmañ]

- Karta "Ya d’ar brezhoneg" : e miz Ebrel 2009 eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg etre SB hag Ofis ar Brezhoneg evit kas ar brezhoneg war-raok en e vuhez diabarz hag e gehentiñ diavaez. An eil strollad politikel eo a sin ar garta-mañ goude ar Re C'hlas.

- Koulzad etrebroadel "Don't nuke the Climate" : e miz Gouere 2009 eo divizet gant SB harpañ anezhañ. Kenurzhiet eo gant ar rouedad "Mont er-maez eus an nukleel", evit Kuzuliadeg ar Broadoù Unanet war Kemmadur an Hin e Kopenhagen.

Aozadur[kemmañ]

An aozadur a zo kevreadel. Bez ez eus evit ar poent ur c’hevread evit pep departamant e Breizh, hag ur c'hevread evit an diavaez, diazezet e Londrez, ar sekretour o vezañ Alexandre Delin. Ur gevrenn vras a zo e Pariz. Pep kevread a zilenn e sekretour, hag hervez ar c’hoantoù un eil-sekretour hag un teñsorour. Labour ar sekretour a zo aozañ an emvodoù, bezañ a-berzh ar c’hevread en diavaez pe e diabarzh ar Strollad. Ar sekretourien kevreadel a zo tud a-bouez. N’int ket mistri met tud a-berzh. Izili evel ar re all int. Boaz eo izili ar c'hevread da reiñ o ali diwar-benn sujedoù resis ha lec’hel. Ar sekretour kevreadel a sin ar c'hemmennadennoù e anv ar Strollad pe ar c’hevread.

An ensavioù broadel a zo dilennet e-pad ar c’hendalc’h. Bez ez eo ar c’huzul broadel (Parlamant Strolad Breizh). E izili a zo dilennet e-pad daou vloaz. Komz a reont eus hentoù meur ar Strollad (degemer a ra pe get an testennoù kinniget gant ar stourmerien evit programm ar strollad, kemer strategiezhioù emglev, kannadur, hag all). A-wechoù e vez digor da zilennidi ar c’homisionoù (hag a zo lakaet da skrivañ program ar Strollad diwar-benn sujedoù resis : armerzh, ensavadurioù, hag all) pe izili ar gevrenn lec'hel.

Renet eo ar burev gant ar prezidant dilennet e-pad ar c’hendalc’h. En em vodañ a ra bep 3 miz.

Ur gelouenn diabarz a zo anezhi. Meur a forom internet a zo bet krouet evit eskemm etre an izili pe gant tud eus an diavaez, da skouer : [1].

Strollad Breizh a zo rannet e kevreadoù lec'hel :

Askol[kemmañ]

Bet krouet e 2004, Askol a bod dilennidi Breizh, ezel pe tost ouzh Strollad Breizh. O fal a zo labourat evit dishualded ensavadurel Breizh. E brezidant a zo Yann Jestin, eil-maer Lesneven, hag e eil-prezidant Jean-Claude Rivallain, kuzulier-kêr Gwinieg-Breizh.

Ar Vretoned Yaouank[kemmañ]

Rann yaouank ar Strollad eo, bet krouet e 2007 e-pad ar c’hendalc’h. E bal a zo kas da benn obererezhioù e liamm gant ar re yaouank e-keñver ar strollad. Ar Vretoned Yaouank o deus kemeret perzh e 2006 e devezhioù etrevroadel ar re yaouank aozet gant ar Strollad Broadelour Euskarat e Bilbao hag int bet degemeret gant al Lehendakari, penn gouarnamant Euskadi. Liammoù o deus ivez gant minolorezhioù broadel Europa dre an aozadur Youth of European Nationalities, ha bet int bet e Polonia, Danmark ha Tchekia en ar framm-mañ. Liammoù o deus ivez gant re yaouank strolladoù all evel Plaid Cymru, Nieuw-Vlaamse Alliantie hag all. Aozet o deus koulzadoù diwar-benn adreizh ar skolioù-meur pe betonniñ an aodoù. Kemeret o deus perzh er c'houlzadoù bras evel dilennadegoù an tiez-kêr e 2008 pe c'hoazh dilennadegoù Europa e miz Mezheven 2009.
Yaouankiz a zo anv o c'helaouenn. Ul lec'hienn internet o deus, hag ur bajenn war Facebook.

Dilennadegoù[kemmañ]

A-raok 2009[kemmañ]

Strollad Breizh en deus meur a wech kinniget danvez-dilennidi : evit div zilennadeg darnel ar c'hanton e 2004, hag unan e 2005. E gannaded o deus bet evit ar wech kentañ etre 1,5% ha tost da 4%.

Evit an dilennadegoù kannad e 2007, 4 kannad a zo bet kinniget:

  • Yves Le Mestric evit pastell-vro Gwitreg (Il ha Gwilun) eiler Brice Malet. 686 mouezh, ar pezh a ra 0,89%
  • Gérard Guillemot evit pastell-vro Roazhon-Su (Il ha Gwilun) eiler Sébastien Girard. 249 mouezh, ar pezh a ra 0,57%
  • Emile Granville evit pastell-vro Redon (Il ha Gwilun) eiler Olivier Berthelot. 847 mouezh, ar pezh a ra 1,27%
  • Hervé Le Guen evit pastell-vro An Oriant (Morbihan) eiler Gaël Fleurent. 686 mouezh, ar pezh a ra 1,44%

E pad un dilennadeg darnel ar c'hanton e Redon d’an 23 a viz Gwengolo 2007, Emile Granville en deus bet 3,58% eus ar mouezhioù.

E 2008, Yann Jestin, prezidant Askol, en deus bet 25,18% eus ar mouezhioù e-pad dilennadeg ar c'hanton e Lesneven.

E-pad dilennadegoù kumun miz meurzh 2008, Strollad Breizh en deus kinniget un ugent bennak a dud. Bez en deus bet a-benn ar fin un degad a dilennidi kumun en o zouez ur maer ha tri eilmaer. Ar vroadelourien gentañ int o vezañ bet dilennet e Breizh.

"Mouezh Breizh en Europa", dilennadegoù Europa e 2009[kemmañ]

Sevel a ra SB ul listenn, "Mouezh Breizh en Europa" he anv evit dilennadegoù Europa aozet e miz Mezheven 2009. Kinnig a ra un ugent bennak tud, Emile Granville en o fenn. Ar wech kentañ eo da SB kinnig ul listenn e Breizh a-bezh. Ar "Grand Ouest" eo framm ofisiel an dilennadegoù-mañ (rannvro Breizh, rannvro Broioù-al-Liger ha rannvro Poitou-Charentes) met SB a ra e goulzad e 5 departamant Breizh nemetken. 2,5% eus ar mouezhioù a ya d'ar listenn.

"Ni ho savo Breizh", an dilennadegoù rannvroel e 2010[kemmañ]

150xp

Evit gouzout muioc'h, kit d'ar pennad Ni ho savo Breizh.
Mont a raio SB war ar renk evit dilennadegoù ar rannvroioù e miz Meurzh 2010, e framm ul listenn unvaniezh anvet "Ni ho savo Breizh", Christian Troadec, maer Karaez ha kuzulier e rannvro Breizh, en he fenn. Lugan al listenn a zo "Evit Breizh dishual, kengred, ekologel hag abil". Ar frazenn "Ni ho savo Breizh", pe Nous te ferons Bretagne en e stumm gallek orin, a zo tennet eus ur barzhoneg skrivet gant Xavier Grall.

Lec'hienn al listenn, brezhoneg e-barzh : (br) http://nousteferonsbretagne.blogspot.com
Ul lec'hienn eus SB diwar-benn Ni ho savo Breizh, e brezhoneg : (br) http://regionales.partibreton.org/?lng=bz

Da welout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (6) · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) (4) · Europe Écologie (Ar Re C'hlas (7) · Strollad Sokialour (PS) (40) · Bretagne Écologie (6) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (19) · Nouveau Centre (1)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Strollad Komunour Gall (PCF) (3) · Europe Écologie (Ar Re C'hlas (8) · Strollad Sokialour (PS) (13+1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (6+4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (Steuziet) · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · Talbenn Broadel (FN) · A bep seurt : Chase, Pesketa, Natur hag Hengounioù (CPNT)