Emile Granville
.
Emile Granville zo un emsaver breton brezhoneger oberiant e bro-Redon m'eo genidik anezhi.
Oberiant eo Emile Granville er bed kevredigezhel ha politikel breizhat. Anavezet eo bet da gentañ e bro-Redon evit e labour kevredigezhel evit difenn an natur, ar brezhoneg hag an adunvaniñ. E penn ar CUAB eo bet e-pad meur a vloaz. Perzh a gemer Emile Granville er bed politikel lec'hel ha breizhat ivez. Ezel eo bet eus meur a strollad politikel ha meur a wech eo aet war ar renk evit dilennadegoù kumun, kanton pe da live Breizh. Er bloavezhioù 2000 eo emezelet e Strollad Breizh hag aet da "vouezh aotreet" ar strollad. Dilennet eo bet da guzulier-kêr e Redon e 2008 goude un emglev gant ar maer tu dehoù liesseurt Vincent Bourget.
Ur bajenn en deus war facebook ([1]).
[kemmañ] Brezhoneg
Desket en deus Emile Granville brezhoneg ha lakaet en deus e boan da ziorren plas ar yezh e bro-Redon adalek ar bloavezhioù 80. Savet en deus kevredigezhioù evit kelenn ar yezh d'an dud deuet er vro, en o zouez ar gevredigezh Gwezenn, savet e 1987. Ur wezh dilennet er c'huzul-kêr e 2008 en deus labouret evit ma vefe sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kêr Redon, ar pezh a voe graet e 2009.