Glas (liv)
Eus Wikipedia
Al liv glas zo unan eus an tri liv diazez (gant ar ruz hag ar melen) el livouriezh. Sellout a reer outañ, en amzer a-vremañ, evel ul liv yen, hag enebet e vez ouzh al liv orañjez. Al liv glas-sklaer en deus un hirded gwagennoù berr, an hini berrañ eus an tri liv diazez (war-dro 470 nm). Skrivañ a reer glas evit anv-gwan ha glaz evit an anv-kadarn, ar glaz.
Glas e vez an oabl pa vez dizolo ha pa vez heol. Glas e seblant bezañ al ledennadoù bras a zour ivez.
E brezhoneg, evel er yezhoù keltiek all hag e yezhoù all c'hoazh, e reer gant ar memes ger glas evit ober anv eus traoù el livioù glas ha gwer, traoù en natur, evel ar geot, delioù ar gwez... E rusianeg avat e seller ouzh ar glaz sklaer hag ar glaz teñval evel daou liv disheñvel.
Gwelet ivez [kemmañ]
|
||||||||
|
||||||||
|