Krennvrezhoneg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ar c'hrennvrezhoneg eo ar stumm eus ar brezhoneg a veze komzet ha skrivet etre dibenn an XIvet kantved ha deroù ar XVIIvet kantved.

Taolenn

[kemmañ] Mareadoù ar C’hrennvrezhoneg (1100 - 1659)

1100 - 1450 : Rakkrennvrezhoneg
1450 - 1600 : Krennvrezhoneg klasel
1600 - 1659 : Krennvrezhoneg diwezhat

[kemmañ] Ar Rakkrennvrezhoneg

Deus ar rakkrennvrezhoneg ne vez anavezet spisc’herioù, anvioù-tud hag anvioù-lec’h nemetken. Ivonet Omnes en neus skrivet ur varzhoneg war marzh an dornskrid e oa o sevel dre eilskrivañ war-dro ar bloavezhioù 1350 :

An guen heguen amlaouenas,
An hegarat an lacat glas,
Mar ham guorant va karantic,
Da vout in nos o he kostic.
Vam garet, nep pret.

Sed amañ reizhad ar c’hlotennoù :

A B C B E _ _ X
A C _ D _ _ D X
_ E _ E _ _ E Y
_ F _ F _ _ _ Y
E _ Z _ Z


[kemmañ] Ar C'hrennvrezhoneg klasel

  • Dialog etre Arzur Roe d'an Bretouned ha Guynglaff - Skrivet war-dro 1450.
  • Ar C'hredo - En ur dornskrid eus 1456.
  • Ar C'hatolikon (Catholicon) - Geriadur skrivet gant Jehan Lagadeuc en brezhoneg, galleg ha latin en 1464, moulet en 1499.
  • Buhez Santes Nonn hag he map Devy - Skrivet etre 1480 ha 1500.
  • Geriaoueg Arnold Von Harff (beajour alaman) - Skrivet etre 1496 ha 1499.
  • Buhez Santes Barba - Moulet en 1557.
  • Le Milouer de la Mort - Moulet en 1575.
  • Buhez an Itron sanctes Cathell - Embannet en 1576.
  • Buhez Sant Guenole - Skrivet en 1580.

[kemmañ] Ar C'hrennvrezhoneg diwezhat

E yezhoù all