Toloza
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tolosa (Toulouse e galleg, Tolosa [tuˈluzo]) en okitaneg) eo pennlec'h departamant gall an Haute-Garonne hag ar rannvro c'hall Midi-Pyrénées. Gant ar 437 100 a dud a oa o chom enni e 2005 e oa pevare kumun tudetañ Bro-C'hall. Met 891 000 a dud a ranker kontañ gant ar c'humunioù stok, ha 1 133 000 gant an trowardroioù.
[kemmañ] Lesanvioù
« La ville rose » (ar gêr roz) a vez graet anezhi, abalamour da liv an tier e kreiz-kêr, diwar ar brikez pri-poazh.
« Cité des violettes » (kêr ar melion) a vez graet anezhi ivez, ha gwechall e veze gounezet melion enni, ha roet e veze ur velionenn da briz da-geñver ar C'hoarioù .
Ar « Cité Mondine » ( Ciutat Mondina en okitaneg) a zo bet graet anezhi ivez abalamour d'ar gonted a veze anvet Remont.
Sturienn kêr eo « Per Tolosa totjorn mai » (« Evit Toloza, muioc'h atav »).
[kemmañ] Touristerezh
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.