Kapitol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar C'hapitol (Campidoglio en italianeg, Capitolium e latin) zo unan eus seizh menez Roma. War un dro ez eo kreizenn relijiel kêr hag arouez ar galloud anezhi. Pep kêr roman a oa dleet dezhi kaout ur c'hapitol.

Kapitol Roma[kemmañ]

Daou venez a ya d'e ober e gwirionez : an Arx, ma oa bet savet ar wikadell, hag ar c'h/Capitolinus mons (menez ar c'hapitol) da vat, ma oa bet savet ur savadur relijiel. Etre an daou, un draoñienn : an intermontum, "an etre-menez" (m'emañ lec'hiet plasenn ar C'hapitol hiziv). Eus tu an Tiber emañ ivez roc'h vrudet Tarpeia (rupes Tarpeia), ma veze taolet d'an traoñ en Henamzer an dreitourien d'ar vammvro. Bez' e oa ivez kreizenn relijiel Roma gozh, enni Templ Yaou Optimus Maximus gouestlet d'an doueed Yaou, Juno ha Minerva. En templ-se eo e vije bet, diouzh ar goñchenn, kaset ar galv diwall gant gwazi ar c'hapitol (gouestlet da Juno) e -390, ha saveteet kêr Roma war un dro diouzh aloubadeg ar C'halianed.

Hiziv an deiz e kaver ar Mirdioù kapitolat er c'hapitol. Evt kelo "Palez ar Senedour", reiñ a ra goudor da sez ti-kêr Roma.

Ti-kêr Roma war ar C'hapitol

Ar c'hapitolioù roman[kemmañ]

Pep trevadenn roman he doa he c'hapitol : gant un templ gouestlet da Yaou (templ eus an triad kapitolat) hag un teñzor.

Ar c'hapitolioù goude ar marevezh roman[kemmañ]

An anv "kapitol" (deveret eus al latin caput, "penn" pe "lein") zo bet roet da meur a vonumant kreiz evit ur gêr pe ur vro.

Evel-se emañ kont evit Kapitol Tolosa (an ti-kêr) pe evit ar C'hapitol e Washington (Stadoù-Unanet Amerika) anezhañ sez Kendalc'h Stadoù-Unanet Amerika.