Partido Socialista Obrero Español

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Partido Socialista Obrero Español (PSOE) (« strollad sokialour micherour spagnat ») zo ur strollad politikel eus Spagn, an eil strollad koshañ er vro pa voe savet e 1879. Abaoe ar bloavezhioù 1970 e sell outañ evel ur strollad sokialdemokrat, eus an tu kreiz-kleiz, ha liammoù en deus gant ar sindikad spagnat Unión General de Trabajadores.

Ul lodenn eus ar Strollad Sokialour Europat eo, kenkoulz hag eus an Etrebroadelenn Sokialour.

Gant ar PSOE emañ ar galloud politikel e Spagn bremañ. Aet e oa ar maout gantañ e votadeg 2004 ha deuet e oa José Luis Rodríguez Zapatero da vezañ kentañ ministr Spagn. E miz Meurzh 2008 e oa bet gounezet ur votadeg all gant ar PSOE.

  • Goude Brezel Spagn e voe staliet sez ar PSOE hag an UGT en harlu e Carrièra del Taur (Straed an Tarv) e Toloza.