Rugbi

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
C'hoarier gwenn o klask douarañ ar c'hoarier gwer o tougen ar vell
Mell rugbi

Ar rugbi zo anezhañ un hollad sportoù a-stroll gant daou skipailh c'hoarierien embreget war un dachenn gant ur vell. Dont a ra orin ar sportoù-se eus doareoù da c'hoari mell-droad e skol Rugby e bro-Saoz da vare lodenn gentañ an XIXvet kantved.

A bep seurt c'hoarioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rugbi XV (en) rugby union hag ar rugbi XIII (en) rugby league a zo an daou sport pennañ er familh sportoù-se, an daou o vezañ c'hoariet gant ur vell viik ha war un dachenn c'heot an aliesañ. Dispartiet int sklaer dibaoe 1895.

Ar rugbi XII, ar rugbi 9 hag ar rugbi 7 (chifroù liammet gant an niver a c'hoarierien e pep skipailh war an dachenn) a zo kemmoù eus an daou sport pennañ.

Lec'hiadur c'hoarierien ur skipailh rugbi XV war an dachenn
Lec'hiadur ar c'hoarierien rugbi XIII war an dachenn

Ar mini rugbi a zo c'hoazh ur c'hemm eus ar rugbi XV a vez c'hoariet gant 9 bugel bihan a-enep 9 all.

C'hoarierien yaouank o c'haori rugbi XII

An touch rugbi, ar beach rugbi, ar tag rugbi a zo kemmoù siouloc'h hep douarañ.

Ar rugbi kador-ruilh pe quad rugbi a zo ur sport disheñvel-tre eus ar re all, bet ijinet e Kanada e 1977, meskaj deus ar rugbi XV, deus an Hoke poull-risklañ, hag deus ar basketball, krouet a ratoz evit tud ampechet eus an divc'har. Ar rugbi XIII kador ruilh a zo ur c'hemm all evit ar re ampechet.

rugbi kador-ruilh

C'hoarioù all tost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touesk ar c'hoarioù mell all bet savet adalek un diazez boutin eus ar mell-droad ha levezonet gant ar rugbi e kaver :

Ar mell-droad gouezelek Imirt peile en iwerzhoneg, meskaj eus c'hoarioù mell hengounel eus Bro Iwerzhon.

Ar mell-droad Aostralia,hag ar c'hemmoù, ar Metro footy pe an Aussie rules nines

Ar mell-droad Amerika (en) football.

Ar mell-droad Kanada.

  • Ar flag mell-droad, pe flag : meskaj ar mell-droad amerika hag ar melldroad Kanada.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Rugbi a voe krouet e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kêriadenn Rugby (Bro-Saoz) war tachenn ar skolaj pennañ. Hervez ar vojenn, e-kerzh ur c’hrogad mell-droad e kreiz 1823, William Webb Ellis (poltred), ur skolajiad eus ar Rugby school, a zougas ar vell en e zaouarn evit pladañ anezhi a dreñv linenn ar pal. Lakaet e voe reolennoù evit ar wech kentañ e 1846 gant ar skolajidi, ha gwellaet e voent an 8 a viz Kerzu 1863, e Cambridge, gant studierien ar skol-veur, an holl diouto bet skolajidi e kêriadenn Rugby. Ar Rugby-Football a oa ganet. E 1871, evit diforc’hañ eus ar football e voe krouet ur c’hevread Rugbi : anvet e voe ar Rugby Football Union (RFU). E-pad ar bloavezh-se e voe graet ar c’hrogad ofisiel kentañ etre Bro-Saoz ha Bro-Skos. Erruout a reas ar rugbi e Bro-C’hall e fin ar bloavezhioù 1870, ar c’helc’h kentañ o vezañ An Havr Nevez. Tamm ha tamm, ar RFU a cheñchas ar reolennoù evit gwellaat ar c’hoari, e-giz dilammañ an taolioù dañjerus, lakaat an niver a c’hoarierien da dremen eus 20 da 15 e 1877, pe c’hoazh, ar gwir da ober pasoù gant an dorn e 1875.

Er bloavezhioù 1880, pa oa c'hoazh ar rugbi evit an dud a live uhel e krogas da ziorren ha d'en em zigeriñ evit ma c'hoarife an holl. E 1883 e voe krouet tournamant ar 4 broad o strollañ Bro-Saoz, Bro-Skos, Bro-Gembre hag Iwerzhon. Un nebeud bloavezhioù goude e voe ouzhpennet Bro-C’hall, hag Italia diwezhatoc'h c'hoazh, ken e teuas tournamant ar 5 broad da vezañ tournamant ar 6 broad.

Penaos c’hoari Rugbi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ur vell hirgelc’hiek e vez c’hoariet rugbi, war un dachenn tro-dro 100 metrad hirder ha 70 metrad ledander. Peulioù bras zo e pep penn anezhi.

Klask a reer lakaat palioù, da lavaret eo, pe pladañ ar volotenn a-dreñv al linenn pal, pe tennañ dreist d'ar varrenn etre ar peulioù, ar pezh a zo anvet un drop. Ur wech ma 'z eo pladet ar vell a-dreñv al linenn pal, 5 poent a zo merket ha ret eo tennañ gant ar vell rugbi dreist d'ar varrenn hag etre ar peulioù evit lakaat 2 boent ouzhpenn.

Ar vell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Richard Lindon e voe graet an hini gentañ.

Kib ar Bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep pevar bloaz e vez c'hoariet Kib ar Bed. Aozet eo bet e 1987 evit ar wech kentañ e Zeland-Nevez hag en Aostralia war ar memes tro dindan anv ar "Webb Ellis Cup".

  • Gant Zeland-Nevez e voe gounezet an hini gentañ, da heul ur c'hrogad a-enep da v/Bro-C'hall, ma trec'has ar C'hallaoued 29-9.
  • Skipailh Aostralia a c'hounezas ar gib e 1991 a-enep da skipailh Bro-Saoz 12-6.
  • E 1995 e voe gounezet gant Afrika ar Su evit o c'hemer perzh kentañ, 15-12 a-enep da Zeland-Nevez.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treuzfurmadenn

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]